Jeremiaz 7 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 7 1 Ar gomz a voe disklêriet a-berzh an AOTROU da Jeremiaz er gerioù-se: 2 En em zalc'h ouzh dor ti an AOTROU, hag ac'hane youc'h ar gomz-mañ o lavarout: Selaouit komz an AOTROU, c'hwi holl tud Juda a ya dre an dorojoù-mañ evit stouiñ dirak an AOTROU. 3 Evel-henn e komz AOTROU an armeoù, Doue Israel: Adreizhit hoc'h hentoù hag hoc'h oberoù, hag ho lakain da chom el lec'h-mañ. 4 Na fiziit ket e komzoù touellus, en ur lavarout: Amañ eo templ an AOTROU, templ an AOTROU, templ an AOTROU! 5 Adreizhit, ya adreizhit hoc'h hentoù hag hoc'h oberoù, grit ar reizhder an eil e-keñver egile, 6 na rit ket gaou ouzh an diavaeziad, ouzh an emzivad, ouzh an intañvez, na skuilhit ket el lec'h-mañ ar gwad didamall, n'it ket war-lerc'h an doueoù all evit ho tistruj, 7 hag ho lakain da chom el lec'h-mañ, er vro am eus roet d'ho tadoù a gantved da gantved. 8 Setu e fiziit e komzoù touellus, hep gounid ebet. 9 Petra! Laerezh a rit, muntrañ a rit, avoultriñ a rit, touiñ a rit e gaou, kinnig a rit ezañs da Vaal, mont a rit war-lerc'h doueoù all n'anavezit ket, 10 ha goude-se e teuit da stouiñ dirazon, en ti-mañ ma'z eo galvet va anv warnañ, hag e lavarit: Dieubet omp bet, evit ober an holl draoù euzhus-se! 11 An ti-mañ ma'z eo galvet va anv warnañ, ha n'eo ket d'ho taoulagad nemet ur c'havarn laeron? Ha setu, me a wel kement-se, eme an AOTROU. 12 Kit da'm lec'h a oa e Silo, ma em boa lakaet va anv da chom ennañ er penn-kentañ, ha gwelit ar pezh am eus graet en abeg da zrougiezh va fobl Israel. 13 Ha bremañ, peogwir e rit an oberoù-se, eme an AOTROU, hag em eus komzet deoc'h, komzet adalek ar beure ha n'hoc'h eus ket selaouet, peogwir em eus ho kalvet ha n'hoc'h eus ket respontet din, 14 e rin d'an ti-mañ ma'z eo galvet va anv warnañ ha ma fiziit ennañ, d'al lec'h-mañ am eus roet deoc'h ha d'ho tadoù, evel ma em eus graet da Silo. 15 Me a zistaolo ac'hanoc'h a-zirak va dremm, evel ma em eus distaolet hoc'h holl vreudeur, holl lignez Efraim. 16 Te, na bed ket evit ar bobl-mañ, na sav evito na klemm na aspedenn, na c'houlenn netra diganin rak ne selaouin ket ouzhit. 17 Ha ne welez ket ar pezh a reont e kêrioù Juda hag e straedoù Jeruzalem? 18 Ar vibien a zastum koad, an tadoù a enaou an tan, ar maouezed a vez an toaz, evit ober gwestell da rouanez an neñvoù hag evadkinnigoù da zoueoù estren, hag evit va imoriñ. 19 Ha me eo a imoront? eme an AOTROU. Ha n'eo ket int o-unan, evit mezh o dremm? 20 Setu perak, evel-henn e komz an AOTROU: Setu, va c'hounnar, va fulor a gouezho war al lec'h-mañ, war an dud ha war al loened, war gwez ar parkeier ha war frouezh an douar, va fulor a zevo ha ne vo ket mouget. 21 Evel-henn e komz AOTROU an armeoù, Doue Israel: Lakait ho loskaberzhoù gant hoc'h aberzhoù, ha debrit ar c'hig anezho. 22 Rak ne'm eus ket komzet gant ho tadoù ha ne'm eus ket roet gourc'hemennoù, en deiz ma em eus tennet anezho eus bro Ejipt, diwar-benn al loskaberzhoù hag an aberzhoù. 23 Met setu amañ ar pezh am eus gourc'hemennet ha lavaret dezho: Selaouit ouzh va mouezh hag e vin ho Toue hag e viot va fobl, kerzhit war an holl hentoù a c'hourc'hemennan deoc'h, evit ma'z aio mat an traoù ganeoc'h. 24 Met n'o deus ket selaouet, n'o deus ket roet o skouarn, heuliet o deus kuzulioù ha kaleter o c'halon fall, hag int en em zistroet a-dreñv e-lec'h dont da'm c'havout. 25 Abaoe an deiz m'eo deuet ho tadoù eus bro Ejipt betek hiziv, em eus kaset deoc'h va holl servijerien ar brofeded, o c'haset em eus deoc'h bemdez, adalek ar beure. 26 Met n'o deus ket selaouet, n'o deus ket roet o skouarn, reudet o deus o gouzoug, graet o deus gwashoc'h eget o zadoù. 27 Lavarout a ri dezho an holl gomzoù-mañ, met ne selaouint ket. Krial a ri war o lerc'h, met ne respontint ket. 28 Neuze e lavari dezho: Amañ emañ ar vroad na selaou ket mouezh an AOTROU he Doue ha na zegemer ket ar gelennadurezh. Ar wirionez a zo aet da goll, lamet eo diouzh o genoù. 29 Touz da vlev ha taol anezho pell, ha disklêr ur werz war an tosennoù, rak an AOTROU en deus taolet kuit ha dilezet rummad e gounnar. 30 Rak mibien Juda o deus graet ar pezh a zo fall dirak va daoulagad, eme an AOTROU, lakaet o deus o euzhusterioù en ti ma'z eo galvet va anv warnañ, evit e saotrañ. 31 Savet o deus uhellec'hioù da Dofed e traonienn mab Hinnom, evit deviñ dre an tan o mibien hag o merc'hed, ar pezh na'm boa ket gourc'hemennet, ha na'm boa ket soñjet ennañ. 32 Setu perak e teu an deizioù, eme an AOTROU, ma ne vo ken lavaret: Tofed, na: Traonienn mab Hinnom, met: Traonienn al lazhadeg. Hag e vo sebeliet e Tofed dre ziouer a lec'h. 33 Korfoù marv ar bobl-mañ a vo boued da laboused an neñvoù ha da loened an douar, ha ne vo den da drubuilhañ anezho. 34 Hag e lakain da baouez e kêrioù Juda hag e straedoù Jeruzalem mouezh ar joa ha mouezh al levenez, mouezh ar paotr-nevez ha mouezh ar plac'h-nevez, rak ar vro a vo gwastet. |