Jeremiaz 7:9 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
9 Petra! Laerezh a rit, muntrañ a rit, avoultriñ a rit, touiñ a rit e gaou, kinnig a rit ezañs da Vaal, mont a rit war-lerc'h doueoù all n'anavezit ket,
Elia a dostaas ouzh an holl bobl hag a lavaras: Betek pegeit e kammot eus an daou du? Mard eo an AOTROU a zo Doue, kit war e lerc'h; met mard eo Baal, kit war e lerc'h. Hag ar bobl ne respontas ket ur ger.
Na gendalc'hit ket da zegas donezonoù aner, euzh am eus ouzh an ezañs. Diwar-benn ho loarioù nevez, ho sabadoù, hoc'h engalvadegoù, ne c'hellan ket gouzañv an direizhder o kemer perzh en ho podadegoù meur.
Bemdez e klaskont ac'hanon, hag e fell dezho anavezout va hentoù, evel ur vroad he defe miret ar reizhder ha n'he defe ket dilezet barnedigezhioù he Doue. Goulenn a reont diganin barnadennoù a justis hag e fell dezho bezañ tost da Zoue.
Hag e tisklêrin va barnedigezhioù a-enep dezho, en abeg d'o holl zrougiezh, dre m'o deus va dilezet, hag o deus kinniget ezañs da zoueoù all, hag o deus stouet dirak oberennoù o daouarn.
Rak, o Juda, kement a zoueoù ac'h eus hag a gêrioù! Ha kement a straedoù a zo e Jeruzalem hag a aoterioù hoc'h eus savet d'an euzhuster, aoterioù evit kinnig ezañs da Vaal.
Rak AOTROU an armeoù, an hini en doa da blantet, en deus disklêriet an droug ez enep, en abeg d'an droug o deus graet dezho o-unan ti Israel ha ti Juda, oc'h imoriñ ac'hanon en ur ginnig ezañs da Vaal.
Ar bobl drouk-mañ, ha ne fell ket dezho selaou ouzh va c'homzoù, hag a gerzh hervez kaleter o c'halon, hag a ya war-lerc'h doueoù all evit o servijañ ha stouiñ dirazo, a vo evel ar gouriz-mañ n'eo ken mat da netra.
Met va fobl he deus va ankounac'haet, kinniget he deus ezañs d'an avel, derenet int bet da strebotiñ en o hentoù ha da guitaat ar gwenodennoù kozh, evit kerzhout war wenodennoù un hent diverk,
Va dilezet o deus, diavaezet o deus al lec'h-mañ, kinniget o deus ennañ ezañs da zoueoù all n'anavezent ket, nag int nag o zadoù na rouaned Juda, leuniet o deus al lec'h-mañ a wad didamall,
Ar Galdeiz hag a ra brezel ouzh ar gêr-mañ a zeuio tre, hag e lakaint an tan er gêr-mañ, hag e tevint anezhi, gant an tiez ma veze kinniget ezañs war o zoennoù da Vaal, ha ma veze graet sparfadurioù da zoueoù all evit va c'hounnariñ.
en abeg d'an droug o deus graet evit va c'hounnariñ, o vont da ginnig ezañs ha da servijañ doueoù all, n'o deus ket anavezet, nag int, na c'hwi, nag ho tadoù.
Perak e kounnarit ac'hanon dre oberoù ho taouarn, o kinnig ezañs da zoueoù all en Ejipt, e-lec'h ma oc'h deuet da chom ennañ, en doare da vezañ lamet ha da zont da vezañ ur vallozh hag un dismegañs e-touez holl vroadoù an douar?
Hag ankounac'haet hoc'h eus torfedoù ho tadoù, torfedoù rouaned Juda, torfedoù o gwragez, ho torfedoù deoc'h hoc'h-unan, ha torfedoù ho kwragez, graet e bro Juda hag e straedoù Jeruzalem?
Perak e pardonin dit? Da vibien o deus va dilezet, hag e touont dre ar pezh n'eo ket doue. Me am eus roet dezho o gwalc'h, hag o deus graet avoultriezh, aet int a-vernioù da di ar c'hast.
na rit ket gaou ouzh an diavaeziad, ouzh an emzivad, ouzh an intañvez, na skuilhit ket el lec'h-mañ ar gwad didamall, n'it ket war-lerc'h an doueoù all evit ho tistruj,
E dad en deus gwasket, en deus graet laeroñsi e-keñver e vreur, en deus graet ar pezh n'eo ket mat e-touez e bobl, setu, eñ eo a varvo en abeg d'e zireizhder.
Me a zo bev, eme an Aotrou AOTROU; saotret ac'h eus va santual gant da holl draoù kasonius ha da holl euzhusterioù, neuze me ivez en em denno, va lagad n'esperno ket ac'hanout, hag e vin didruez.
Hag e kastizin anezhi evit deizioù ar Baaloù, pa lakae da vogediñ evito, pa en em fiche gant he lagadennoù hag he c'helc'hennoù, pa'z ae war-lerc'h hec'h amourouzien ha va ankounac'hae, eme an AOTROU.
Lakait da vogediñ un aberzh a veuleudi gant goell! Embannit ar profoù a youl vat hag o disklêriit! Rak eno emañ ar pezh a garit, mibien Israel, eme an Aotrou AOTROU.
Hag e tostain ouzhoc'h evit ar varnedigezh, hag ec'h hastin testeniañ a-enep ar sorserien, a-enep an avoultrerien, a-enep ar re a dou e gaou, ar re a zalc'h gopr al labourer, a wask an intañvez hag an emzivad, a noaz d'an diavaeziad, ha na zouj ket ac'hanon, eme AOTROU an armeoù.
Met evit ar re zidalvez, ar re ziskredik, ar re euzhus, ar vuntrerien, ar c’hastaouerien, ar strobinellerien, an idolourien hag an holl c’haouiaded, o lod a zo er stank o teviñ gant tan ha soufr, ar pezh a zo an eilvet marv.