Jeremiaz 7:24 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned24 Met n'o deus ket selaouet, n'o deus ket roet o skouarn, heuliet o deus kuzulioù ha kaleter o c'halon fall, hag int en em zistroet a-dreñv e-lec'h dont da'm c'havout. Ver Capítulo |
Rak em eus kaset deoc'h va holl servijerien ar brofeded, o c'haset em eus deoc'h bemdez, adalek ar beure, da lavarout deoc'h: Distroit pep hini ac'hanoc'h eus e hent fall, adreizhit hoc'h oberoù, n'it ket war-lerc'h doueoù all evit o servijañ, evit ma chomot er vro am eus roet deoc'h ha d'ho tadoù. Met n'hoc'h eus ket roet ho skouarn evit selaou.
Met ti Israel en em savas a-enep din er gouelec'h, ne gerzhjont ket hervez va reolennoù, taolet o deus kuit va barnedigezhioù, ha ma ra hervezo an den e vevo drezo, disakret o deus va deizioù sabad en un doare dreistmuzul. Neuze em eus soñjet skuilhañ va fulor warno er gouelec'h, evit o c'has da netra.