Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Jeremiaz 7:25 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

25 Abaoe an deiz m'eo deuet ho tadoù eus bro Ejipt betek hiziv, em eus kaset deoc'h va holl servijerien ar brofeded, o c'haset em eus deoc'h bemdez, adalek ar beure.

Ver Capítulo Copiar




Jeremiaz 7:25
30 Referencias Cruzadas  

An AOTROU a gasas en o zouez, evit o lakaat da zistreiñ dezhañ, profeded a destenias a-enep dezho. Met ne fellas ket dezho selaou.


An AOTROU, Doue o zadoù, en doa kaset kemennoù dezho dre e gannaded, beure-mat e vezent kaset, rak truez en doa ouzh e bobl hag ouzh e chomlec'h.


Abaoe deizioù hon tadoù betek hiziv ez omp gwall gablus, hag en abeg d'hon direizhder ez omp bet gwerzhet, ni, hor rouaned, hon aberzhourien, etre daouarn ar broioù-mañ, d'ar c'hleze, d'ar sklavelezh, d'ar preizherezh, ha d'ar vezh war hon dremm evel hiziv.


Met e voent disentus hag en em savjont a-enep dit, hag e taoljont da lezenn a-dreñv o c'hein. Lazhañ a rejont da brofeded a zouge anezho da zistreiñ ouzhit, hag e rejont dismegañsoù bras dit.


O gortozet ec'h eus pell, e-pad bloavezhioù niverus, hag ec'h eus o douget da cheñch dre da Spered ha dre da brofeded, met n'o deus ket o selaouet, hag ec'h eus o lakaet etre daouarn pobloù ar broadoù.


Petra a oa c'hoazh d'ober da'm gwinienn, ha ne'm eus ket graet eviti? Perak, pa c'hortozen e rofe rezin, e roas blokadoù gouez?


Rak kemennet em eus start ho tadoù adalek an deiz ma em eus graet dezho pignat kuit eus bro Ejipt betek hiziv, o kemenn adalek ar beure hag o lavarout: Selaouit ouzh va mouezh!


Abaoe an trizekvet bloaz eus Jozia mab Amon roue Juda betek hiziv, ez eus tri bloaz warn-ugent ma'z eo bet komz an AOTROU disklêriet din, hag em eus komzet ouzhoc'h, komzet adalek ar beure, met n'hoc'h eus ket selaouet.


An AOTROU en deus kaset deoc'h e holl servijerien, ar brofeded, o c'haset en deus adalek ar beure, met n'hoc'h eus ket o selaouet, n'hoc'h eus ket roet ho skouarn evit selaou,


dre ma n'o deus ket selaouet va c'homzoù, eme an AOTROU, pa gasen dezho va servijerien, ar brofeded, am eus kaset adalek ar beure, ha n'hoc'h eus ket selaouet, eme an AOTROU.


Miret eo bet komzoù Jonadab mab Rekab: gourc'hemennet en deus d'e vibien na evjent ket a win, ha n'o deus ket evet betek hiziv, rak sentet o deus ouzh gourc'hemenn o zad. Met me am eus komzet deoc'h, komzet adalek ar beure ha n'hoc'h eus ket va selaouet.


Rak em eus kaset deoc'h va holl servijerien ar brofeded, o c'haset em eus deoc'h bemdez, adalek ar beure, da lavarout deoc'h: Distroit pep hini ac'hanoc'h eus e hent fall, adreizhit hoc'h oberoù, n'it ket war-lerc'h doueoù all evit o servijañ, evit ma chomot er vro am eus roet deoc'h ha d'ho tadoù. Met n'hoc'h eus ket roet ho skouarn evit selaou.


Kaset em eus deoc'h va holl servijerien, ar brofeded, am eus kaset adalek ar beure, evit lavarout deoc'h: Na rit ket an dra euzhus-se a gasaan!


Ha bremañ, peogwir e rit an oberoù-se, eme an AOTROU, hag em eus komzet deoc'h, komzet adalek ar beure ha n'hoc'h eus ket selaouet, peogwir em eus ho kalvet ha n'hoc'h eus ket respontet din,


Hag e lavaras din: Mab an den, kas a ran ac'hanout etrezek mibien Israel, etrezek ur vroad disent a zo en em savet em enep. Int hag o zadoù o deus pec'het em enep betek hiziv zoken.


Va fobl a zo stag ouzh e emsavadeg em enep. D'an Uhel-Meurbet ez int galvet, met nikun ne uhela anezhañ.


Ha me eo an AOTROU da Zoue adalek bro Ejipt, me a raio dit chom c'hoazh dindan teltennoù, evel da zeizioù ar gouelioù.


Savet em eus profeded a-douez ho mibien ha Nazareiz a-douez ho tud yaouank. Ha n'eo ket evel-se, mibien Israel? eme an AOTROU.


Abaoe amzer ho tadoù oc'h en em bellaet diouzh va reolennoù ha n'hoc'h eus ket o miret. Distroit ouzhin, ha me a addeuio d'ho kavout, eme AOTROU an armeoù. Hag e lavarit: Penaos e tistroimp?


Setu perak furnez Doue he deus lavaret: Kas a rin dezho profeded hag ebestel, hag e lazhint lod anezho ha lod all a wallgasint,


Az pez soñj, n'ankounac'ha ket penaos ec'h eus kounnaret an AOTROU da Zoue er gouelec'h, adalek an deiz ma'z out aet kuit eus bro Ejipt betek ma'z oc'h erruet el lec'h-mañ, ez oc'h bet disentus ouzh an AOTROU.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos