me a lamo Israel a-ziwar an douar am eus roet dezhañ, me a daolo pell diouzhin an ti-mañ am eus santelaet da'm anv, hag Israel a vo ur vojenn hag ur goapaerezh e-touez an holl bobloù.
Den na c'halv evit ar reizhder, den na erbed evit ar wirionez, fiziout a reont e traoù disneuz hag e lavaront traoù aner, koñseviñ a reont an droug hag e c'hanont poanioù.
Neuze e lavaras ar profed Jeremiaz d'ar profed Hanania: Selaou Hanania! An AOTROU n'en deus ket da gaset, met lakaet ec'h eus ar bobl-mañ da fiziout er gaou.
dre ma o deus graet traoù euzhus en Israel, avoultret o deus gant gwragez o nesañ, lavaret o deus em anv gevier na'm boa ket gourc'hemennet dezho. Me a oar kement-se, ha me eo an test, eme an AOTROU.
Kas da lavarout ar gerioù-se d'an harluidi: Evel-henn e komz an AOTROU a-zivout Shemaja an Nekelamad: Shemaja en deus profedet deoc'h, ha ne'm eus ket e gaset, met ho lakaet en deus da fiziout er gaou,
Hag e tizenorfec'h ac'hanon e-kichen va fobl evit dornadoù heiz hag evit tammoù bara, o lakaat da vervel eneoù na zleont ket mervel, hag o lakaat da vevañ eneoù na zleont ket bevañ, en ur douellañ evel-se va fobl a selaou ar gaou?
He fennoù a varn evit profoù, hec'h aberzhourien a gelenn evit ur gopr, he frofeded a ziougan evit arc'hant, hag en em harpont war an AOTROU o lavarout: Ha n'emañ ket an AOTROU en hon touez? Ar gwalleur ne zeuio ket warnomp!
En deiz-se ne vi ken mezhek en abeg d'an holl oberoù ec'h eus pec'het drezo a-enep din; rak neuze e lamin eus da greiz an holl re a zo bet laouen gant da lorc'h, ha ne gendalc'hi ken da vezañ lorc'hus war venez va santelezh.
Dougit eta frouezh dereat d’ar geuzidigezh, ha n’en em lakait ket da lavarout ennoc’h hoc’h-unan: Ni hon eus Abraham da dad! Rak me a lavar deoc’h e c’hell Doue sevel eus ar vein-se bugale da Abraham.