Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Jeremiaz 7:15 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

15 Me a zistaolo ac'hanoc'h a-zirak va dremm, evel ma em eus distaolet hoc'h holl vreudeur, holl lignez Efraim.

Ver Capítulo Copiar




Jeremiaz 7:15
25 Referencias Cruzadas  

betek ma kasas an AOTROU Israel pell diouzh e zremm, evel m'en doa disklêriet dre e holl servijerien ar brofeded. Hag Israel a voe harluet eus e vro da Asiria, betek hiziv.


En abeg da gounnar an AOTROU a-enep Jeruzalem hag a-enep Juda e c'hoarvezas ma tistaolas anezho diwar e zremm. Ha Sedesia en em savas a-enep roue Babilon.


Dastum a reas holl Juda ha Benjamin, ha re Efraim, Manase ha Simeon a oa o chom ganto, rak un niver bras eus re Israel a oa deuet dezhañ, o welout e oa an AOTROU e Zoue gantañ.


Distro da zremm diouzh va fec'hedoù, diverk va direizhder.


Met a-raok ma ouio ar bugel disteurel an droug ha dibab ar mad, ar vro a gasaez a vo dilezet gant he daou roue.


Hag an AOTROU a lavaras din: Pa en em zalc'hfe Moizez ha Samuel dirazon, va ene ne vefe ket douget etrezek ar bobl-mañ. Kas anezho kuit a-zirak va dremm, ma'z aint kuit.


Mar gra goulennoù ouzhit ar bobl-mañ, pe ar profed, pe un aberzhour, mar lavar dit: Pehini eo diougan an AOTROU? e lavari dezho: Pehini eo an diougan? Me ho tilezo! eme an AOTROU.


en abeg da-se, ma a ankounac'haio ac'hanoc'h holl, hag ho taolin kuit a-zirazon, c'hwi hag ar gêr am boa roet deoc'h ha d'ho tadoù,


Hag em eus gwelet penaos, petra bennak ma em eus kaset kuit Israel an adfeilherez en abeg d'hec'h avoultriezh, ha ma em eus roet dezhi he skrid a dorr-dimeziñ, Juda ar c'hanazez n'he deus ket bet aon, hag eo en em roet d'ar gasterezh hi ivez.


En abeg da gounnar an AOTROU a-enep Jeruzalem hag a-enep Juda e c'hoarvezas ma tistaolas anezho diwar e zremm. Ha Sedesia en em savas a-enep roue Babilon.


Rak ur vouezh hirvoudus a vez klevet eus Sion: Penaos omp bet distrujet? Goloet omp a vezh, rak dilezel a reomp ar vro hag eo diskaret hon teltennoù!


Kerzhet ec'h eus war hent da c'hoar, setu perak e lakain hec'h hanaf en da zorn.


Setu perak e lavari dezho: Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Debriñ a rit gant ar gwad, sevel a rit ho taoulagad etrezek an idoloù, skuilhañ a rit ar gwad, hag e perc'hennfec'h ar vro?


An AOTROU a lavaras dezhañ: Galv e anv Jizreel, rak bremaik e kastizin ti Jehu evit gwad Jizreel skuilhet, hag e lakain da baouez rouantelezh ti Israel.


Efraim en deus enkelc'hiet ac'hanon a c'hevier, ha ti Israel a douellerezh. Juda a zo c'hoazh o ren gant Doue hag a zo feal ouzh ar sent.


Samaria a vo kastizet, rak disent eo bet ouzh he Doue, kouezhañ a raint dre ar c'hleze, o bugaligoù a vo flastret, kof o dougerezed a vo faoutet.


Gwalleur dezho! rak pellaet o deus diouzhin. Distruj warno! rak o deus pec'het em enep. O dasprenet em eus, met gevier a lavaront a-enep din.


Dre holl ma sellan etrezek Tir, Efraim a oa plantet en ul lec'h kaer. Met Efraim a gaso e vibien d'an hini o lazho.


Ne chomint ket war zouar an AOTROU, Efraim a zistroio d'an Ejipt, hag e tebrint en Asiria boued dic'hlan.


En em huduraet int holl, evel da zeizioù Gibea. Soñj en devo eus o direizhder, hag e kastizo o fec'hedoù.


Va zaolet ec'h eus en donder, e kalon ar mor, an doureier o deus va c'helc'hiet, da holl donnoù ha da holl wagennoù o deus tremenet dreiston.


Diwar-benn mibien Jozef, mibien Efraim, hervez o rummadoù, hervez o ziegezhioù, hervez tiez o zadoù, hervez niver o anvioù, adalek an oad a ugent vloaz hag ouzhpenn, an holl re a c'helle mont d'ar brezel,


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos