Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




1 Rouaned 18:21 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

21 Elia a dostaas ouzh an holl bobl hag a lavaras: Betek pegeit e kammot eus an daou du? Mard eo an AOTROU a zo Doue, kit war e lerc'h; met mard eo Baal, kit war e lerc'h. Hag ar bobl ne respontas ket ur ger.

Ver Capítulo Copiar




1 Rouaned 18:21
27 Referencias Cruzadas  

Laban ha Betuel a respontas hag a lavaras: An dra a zeu a-berzh an AOTROU, ne c'hellomp lavarout dit na fall na mad.


Juda a respontas: Petra a lavarimp da'm aotrou? Penaos e komzimp? Penaos en em reishaimp? Doue en deus kavet direizhder da servijerien. Setu, ni a zo sklaved da'm aotrou, ken ni evel an hini a zo bet kavet an hanaf etre e zaouarn.


Akab a gasas etrezek holl vibien Israel, hag e tastumas ar brofeded war Venez Karmel.


An holl bobl a welas kement-se, hag a gouezhas war o dremm hag a lavaras: An AOTROU a zo Doue! An AOTROU a zo Doue!


Evel-se ar broadoù-se a zouje an AOTROU hag a servije o skeudennoù kizellet. Hag o mibien, ha mibien o mibien, o deus graet betek hiziv evel m'o doa graet o zadoù.


Ha bremañ, AOTROU , te a zo Doue, ha prometet ec'h eus da'z servijer an eurvad-se.


Pediñ a reas anezhañ, ha Doue a asantas d'e bedenn hag a selaouas e c'houlenn, o reiñ dezhañ da zistreiñ da Jeruzalem ha d'e rouantelezh. Ha Manase a anavezas eo an AOTROU a zo Doue.


Gouezit eo an AOTROU a zo Doue. Eñ eo en deus hor graet, n'eo ket ni hon-unan. E bobl ez omp, hag an tropell a laka da beuriñ.


Kasaat a ran ar soñjoù didalvez, met karout a ran da lezenn.


O c'halon a zo lodennet, hag e vint disklêriet kablus. Eñ a ziskaro o aoterioù hag a zistrujo o feulioù.


hag ar re a stou war an toennoù dirak arme an neñvoù, hag ar re a stou en ur douiñ dre an AOTROU hag en ur douiñ ivez dre o roue,


Lavarout a reas dezhañ: Mignon, penaos out deuet amañ hep kaout un dilhad eured? Eñ a chomas mut.


Ar farizianed, o vezañ klevet penaos en doa lakaet da devel ar sadukeiz, en em zastumas,


Mestr, pehini eo ar brasañ gourc’hemenn eus al lezenn?


Den ebet ne c’hell servijañ daou vestr, rak, pe e kasaio unan hag e karo egile, pe en em stago ouzh unan hag e tisprizo egile. Ne c’hellit ket servijañ Doue ha Mammon.


Pa voe deuet ar beure, e c’halvas e ziskibien hag e tibabas daouzek anezho a c’halvas ivez ebestel:


Hogen gouzout a reomp penaos kement a lavar al lezenn, en lavar d’ar re a zo dindan al lezenn, evit ma vo serret pep genoù ha ma vo ar bed holl lakaet dindan barnedigezh Doue.


Diskouezet eo bet dit evit ma'c'h anavezi penaos eo Doue an AOTROU, ha n'eus hini all ebet nemetañ.


Ma ne blij ket deoc'h servijañ an AOTROU , dibabit hiziv piv a fell deoc'h servijañ, pe an doueoù o deus servijet ho tadoù en tu all d'ar stêr, pe doueoù an Amoreaned, emaoc'h o chom en o bro. Me ha va ziegezh a servijo an AOTROU .


Samuel a gomzas ouzh holl di Israel o lavarout: Mar distroit a holl galon d'an AOTROU , lamit eus ho touez an doueoù estren hag Astarte, ha distroit ho kalon etrezek an AOTROU , servijit-eñ hepken, hag ho tieubiñ a raio eus dorn ar Filistined.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos