Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




1 Rouaned 18:22 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

22 Elia a lavaras d'ar bobl: Chomet on-me va-unan evel profed an AOTROU, ha profeded Baal a zo pevar c'hant hanter-kant den.

Ver Capítulo Copiar




1 Rouaned 18:22
13 Referencias Cruzadas  

Ra vo roet deomp daou gole, ra zibabint unan evito, ra zidroc'hint anezhañ a-dammoù, ha ra lakaint anezhañ war ar c'hoad. Met ne lakaint ket an tan. Me a aozo ar c'hole all, hag e lakain anezhañ war ar c'hoad. Met ne lakain ket an tan.


Hag e respontas: Gwall fromet on bet gant gwarizi evit an AOTROU, Doue an armeoù, rak mibien Israel o deus dilezet da emglev, diskaret o deus da aoterioù, lazhet o deus da brofeded dre ar c'hleze, me a zo chomet va-unan, hag e klaskont va buhez evit he lemel diganin.


Hag e respontas: Gwall fromet on bet gant gwarizi evit an AOTROU, Doue an armeoù, rak mibien Israel o deus dilezet da emglev, diskaret o deus da aoterioù, lazhet o deus da brofeded dre ar c'hleze, me a zo chomet va-unan, hag e klaskont va buhez evit he lemel diganin.


Ha setu ur profed a dostaas ouzh Akab roue Israel hag a lavaras: Evel-henn e komz an AOTROU: Hag ec'h eus gwelet an engroez bras-se? Setu ez an d'e lakaat hiziv etre da zaouarn, hag e ouezi ez on an AOTROU.


Neuze e c'hourizjont seier war o divgroazell ha kerdin ouzh o fennoù, hag e teujont da gavout roue Israel en ur lavarout: Da servijer Ben-Hadad a lavar: Savete va ene, me az ped. Hag e respontas: Bev eo c'hoazh? Va breur eo.


Neuze un den a-douez mibien ar brofeded a lavaras d'e genseurt, war urzh an AOTROU: Sko warnon, mar plij! Met ne fellas ket dezhañ skein warnañ.


Ar profed a yeas hag en em zalc'has war hent ar roue, hag e tic'hizas gant ur vandenn war e zaoulagad.


Aotrou, lazhet o deus da brofeded, diskaret o deus da aoterioù, me a zo chomet va-unan, hag e klaskont va lazhañ.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos