Jeremiaz 12 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 12 1 Re reizh ez out, AOTROU, evit ma kavfen abeg ennout, koulskoude e komzin diwar-benn da varnedigezhioù. Perak e ra berzh hent ar re fall? Perak emañ e peoc'h an holl douellerien? 2 O flantet ec'h eus hag o deus gwriziennet, mont a reont war-raok hag e reont frouezh. Tost out d'o genoù met pell diouzh o c'halon. 3 Met te, AOTROU, va anavezout ha va gwelout a rez, hag e furchez va c'halon ez keñver. Stlej anezho evel deñved a lazher, hag o c'hempenn evit deiz al lazhadeg. 4 Betek pegeit e vo ar vro er c'hañv ha geot an holl barkeier disec'het en abeg da zrougiezh an dud a zo o chom enni? Al loened hag al laboused a zo distrujet, rak ar re zrouk o deus lavaret: Ne welo ket hon dibenn. 5 Mar ec'h eus redet gant troadeien ha ma'z out skuizhet, penaos e c'helli kenstrivañ gant kezeg? Ha mar n'out e surentez nemet en un douar sioul, petra a ri dirak lorc'hentez ar Jordan? 6 Rak da vreudeur zoken ha ti da dad, ar re-se zo bet touellus ez keñver, ar re-se o deus kriet a-leizh-korzenn war da lerc'h. Na gred ket anezho, ha pa gomzont zoken en un doare c'hwek ouzhit. 7 Dilezet em eus va zi, dilaosket em eus va hêrezh, roet em eus ar pezh a gare va ene da zaouarn hec'h enebourien. 8 Va hêrezh a zo bet evidon evel ul leon er goadeg, laosket en deus e griadenn a-enep din, setu perak em eus kasoni en he c'heñver. 9 Va hêrezh, hag e vo din ul labous liesliv? Al laboused a zo en-dro dezhi. Kit, dastumit holl loened ar parkeier, degasit anezho d'he debriñ. 10 Mêsaerien e-leizh o deus gwasted va gwinienn, mac'het o deus va lodenn gant o zreid, lakaet o deus va lodenn gaer da vezañ ur gouelec'h glac'haret. 11 Graet o deus ur glac'har diouti, glac'haret eo, e kañv emañ dirazon. An holl vro a zo glac'haret, rak den n'en deus bet e galon teneraet eviti. 12 An distrujerien a zeu war holl grec'hennoù ar gouelec'h, rak kleze an AOTROU a zebr ar vro eus ur penn d'egile. N'eus peoc'h enni evit den. 13 Hadet o deus gwinizh hag ec'h eostont draen, roet o deus bec'h hep gounid. Mezh hoc'h eus gant hoc'h eostoù, en abeg da gounnar entanet an AOTROU. 14 Evel-henn e komz an AOTROU a-enep va holl amezeien fall a zorn war an hêrezh am eus roet da'm fobl Israel: Setu ez an d'o diframmañ eus o bro, hag e tiframmin ti Juda eus o c'hreiz. 15 Hag e c'hoarvezo, goude bezañ o diframmet, ma em bo c'hoazh truez outo, hag e lakain pep hini anezho da zistreiñ d'e hêrezh, ha pep hini d'e zouar. 16 Ha mar deskont hentoù va fobl, mar touont dre va anv: An AOTROU a zo bev! evel m'o deus desket da'm fobl touiñ dre Vaal, e vint savet e-kreiz va fobl. 17 Met ma ne selaouont ket, e tiframmin un hevelep broad hag e tistrujin anezhi, eme an AOTROU. |