Elia a dostaas ouzh an holl bobl hag a lavaras: Betek pegeit e kammot eus an daou du? Mard eo an AOTROU a zo Doue, kit war e lerc'h; met mard eo Baal, kit war e lerc'h. Hag ar bobl ne respontas ket ur ger.
En deiz-se e c'hoarvezo, eme AOTROU an armeoù, ma lamin eus ar vro anvioù an idoloù, ha ne vo graet ken meneg anezho. Hag e lamin ivez eus ar vro ar brofeded hag ar spered a zic'hlanded.
Den ebet ne c’hell servijañ daou vestr, rak, pe e kasaio unan hag e karo egile, pe en em stago ouzh unan hag e tisprizo egile. Ne c’hellit ket servijañ Doue ha Mammon.
Mevel ebet ne c’hell servijañ daou vestr, rak, pe e kasaio unan hag e karo egile, pe en em stago ouzh unan hag e tisprizo egile. Ne c’hellit ket servijañ Doue ha Mammon.
Tud ha gwragez avoultr, ha n’ouzoc’h ket penaos karantez ar bed a zo enebiezh ouzh Doue? An neb eta a fell dezhañ bezañ mignon d’ar bed en em ra enebour da Zoue.
Sevel a rejont adarre an deiz war-lerc'h mintin mat, ha setu, Dagon a oa kouezhet, e zremm d'an douar, dirak arc'h an AOTROU . Ha penn Dagon, hag e zaouarn, a oa troc'het, war an treuzoù. Korf-bras Dagon hepken a chome dezhañ.