Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Ozea 10:3 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

3 Rak prestik e lavarint: N'hon eus roue ebet, rak n'hon eus ket doujet an AOTROU. Petra a rafe ur roue deomp?

Ver Capítulo Copiar




Ozea 10:3
14 Referencias Cruzadas  

Ar walenn ne vo ket pellaet diouzh Juda na bazh al lezenner eus etre e dreid, betek ma teuio ar Shilo, dezhañ sentidigezh ar pobloù!


Shallum mab Jabez a zeuas da roue en navet bloaz ha tregont eus Ozia roue Juda, hag e renas ur miz e Samaria.


Gwelloc'h eo en em dennañ war-zu an AOTROU eget fiziout er re vras.


An AOTROU a fello dezhañ lemel kuit an holl vuzelloù loavus, an teod a gomz gant lorc'h,


hag a lavar: Ra hasto, ra vuanaio e oberenn, evit ma welimp anezhi! Ra dostaio, ra zeuio mennad Sant Israel, evit ma'c'h anavezimp anezhañ!


Betel a raio evel-se deoc'h en abeg d'ho fallentez vras. Da c'houloù-deiz e vo kaset da get roue Israel.


Roue Samaria a vo lamet kuit, evel eon diwar an doureier.


Ne zistroint ket da vro Ejipt, met Asiria a vo o roue, rak n'eus ket fellet dezho dont en-dro etrezek ennon.


Pelec'h emañ da roue eta? Ra zieubo ac'hanout ez holl gêrioù! Pelec'h emañ da varnerien, ac'h eus lavaret diwar o fenn: Ro din ur roue ha priñsed?


Roet em eus dit ur roue em c'hounnar, hag e laman anezhañ em fulor.


Rak mibien Israel a chomo e-pad kalz a zeizioù hep roue hag hep penn-bras, hep aberzh hag hep peul, hep efod hag hep terafim.


Perak e laoskez bremañ kriadennoù? Ha n'eus roue ebet ez kreiz? Ha marv eo da guzulier, evit ma'z eo kroget ar boan ennout, evel er wreg o wilioudiñ?


Met int a grias: Lam anezhañ! Lam anezhañ! Ouzh ar groaz! Pilat a lavaras dezho: Ha kroazstagañ a rin ho roue? Ar veleien vras a respontas: N’hon eus roue all ebet nemet Kezar.


Met mar grit an droug, e viot distrujet, c'hwi hag ho roue.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos