Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Ozea 10:4 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

4 Lavaret o deus komzoù, touet o deus e gaou pa reont emglevioù. Setu perak e tiwano ar varn evel kegid war irvi ar parkeier.

Ver Capítulo Copiar




Ozea 10:4
16 Referencias Cruzadas  

Gwinienn AOTROU an armeoù eo ti Israel, ha tud Juda eo e blantenn blijus. Gortoz a rae eeunder ha setu gwad skuilhet, ar reizhder ha setu garmadeg!


N'eus nemet sakreoù, gevier, muntroù, laeroñsioù hag avoultriezh. Freuzañ a reont dreist pep muzul, ul lazh a stok ouzh ul lazh all.


Met evel Adam o deus torret va emglev, eno ez int bet difeal em c'heñver.


dre ma troont en huelenn ar gwir ha ma vac'hont d'an douar ar reizhder.


Daoust hag e redo war ar roc'h ar c'hezeg, daoust hag e vo aret gant ejened, evit ma hoc'h eus troet ar varnedigezh en ampoezon, ha frouezh ar reizhder en huelenn?


rak gwelout a ran ez out en ur vestl a c’hwervder hag en ereoù an direizhder.


diskiant, disleal, hep hegarated naturel, dibardon, didruez,


Ra ne vo ket en ho touez na den, na gwreg, na tiegezh, na meuriad, a zistrofe e galon hiziv diouzh an AOTROU hon Doue evit mont da servijañ doueoù ar broadoù-se. Ra ne vo en ho touez gwrizienn ebet da reiñ ampoezon pe huelenn-c'hwerv.


An AOTROU a lavaras da Voizez: Setu, emaout o vont da gousket gant da dadoù. Ar bobl-mañ a savo hag en em roio d'ar gasterezh gant doueoù estren ar vro e-lec'h ma'z eont e-barzh, hag e tilezint ac'hanon hag e torrint va emglev am eus graet ganto.


D'an deiz-se va c'hounnar en em dano a-enep dezho. Me o zilezo hag e kuzhin va dremm. Lonket e vint, hag e c'houzañvint poanioù niverus hag enkrezioù, hag e lavarint en deiz-se: Ha n'eo ket dre ma n'emañ ken hon Doue en hor c'hreiz e c'houzañvomp ar poanioù-mañ?


hep karantez naturel, didruez, droukkomzerien, diroll, garv, enebourien d’an dud vat,


o lakaat evezh na ziouerfe den eus gras Doue. Ra ne vounto gwrizienn c’hwerv ebet en diavaez d’ho trubuilhañ, gant aon na vefe kalz lousaet gant kement-se,


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos