Ozea 10:5 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
5 Tud Samaria a vo spouronet abalamour da leueoù Betaven. Rak ar bobl a raio kañv warno, hag o aberzhourien a greno evit o gloar a ya da vont kuit eus o c'hreiz.
O vezañ dilezet holl c'hourc'hemennoù an AOTROU o Doue, graet o doa dezho skeudennoù teuzet, daou leue. Graet o doa Asheraoù, hag azeulet holl arme an neñvoù, ha servijet Baal.
Lemel a reas kuit aberzhourien an idoloù, a oa bet lakaet gant rouaned Juda evit lakaat da vogediñ en uhellec'hioù, e kêrioù Juda hag en-dro da Jeruzalem. Lemel a reas ivez ar re a lakae da vogediñ da Vaal, d'an heol, d'al loar, d'ar sterennoù ha da holl arme an neñvoù.
Ha bremañ e teu d'ho soñj derc'hel dirak rouantelezh an AOTROU, a zo etre daouarn mibien David. C'hwi a zo un niver bras, ha ganeoc'h emañ al leueoù aour en deus graet deoc'h Jeroboam evit bezañ ho toueoù.
Ha bremañ e kendalc'hont da bec'hiñ, gant o arc'hant o deus graet skeudennoù teuzet, idoloù hervez o ijin ha n'int nemet labour a vicherourien. Diwar o fenn e lavaront: Ra boko d'al leueoù ar re a aberzh!
Israel, na laouena ket, na sarta ket evel ar pobloù, gastaouet ec'h eus en ur zilezel da Zoue. Karet ec'h eus ur gopr dic'hlan war an holl leurioù gwinizh.
Astenn a rin va dorn war Juda ha war holl dud Jeruzalem, hag e lamin eus al lec'h-se ar pezh a chom eus Baal, hag anv e servijerien hag e aberzhourien,
N’eus ket hepken da gaout aon na vefe hor micher gwallvrudet, met ivez na gouezhfe templ an doueez vras Artemiz e dismegañs, ha na zeufe ivez da netra he braster a zo azeulet en Azia a-bezh hag er bed holl.
Jozue a gasas tud eus Jeriko da Ai, e-kichen Betaven, e sav-heol da Vetel, hag a lavaras dezho: Pignit da spiañ ar vro. An dud a bignas hag a spias Ai.
Lavarout a reas: Tapet hoc'h eus va doueoù am boa graet, kenkoulz hag an aberzhour, hag oc'h aet kuit. Petra a chom ganin? Penaos e lavarit din: Petra 'zo ganit?