Biblia Todo Logo
La Biblia Online

- Anuncios -




Ozea 10:6 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

6 Kaset e vint zoken en Asiria, hag e vint roet evel ur prof da roue Jareb. Efraim en devo mezh, Israel a vo mezhek eus e vennozhioù.

Ver Capítulo Copiar




Ozea 10:6
22 Referencias Cruzadas  

Salmanazar roue Asiria a bignas a-enep dezhañ, hag Ozea a voe e sujed, hag e kase un truaj dezhañ.


E gammedoù ken galloudek a barcho, e zivizoù o-unan en diskaro.


Rak mezh ho po en abeg d'an dervennoù a garit, ha ruziañ a reot gant al liorzhoù a ra ho plijadur.


Neuze galloud Faraon a vo ho mezh, ha repu e skeud an Ejipt a vo ho tismegañs.


Holl int mezhek ha pinous. Mont a reont kuit a-unvan gant mezh, an oberourien idoloù.


Ha Moab a vo mezhek eus Kemosh, evel ma'z eo bet ti Israel mezhek eus Betel, a oa e fiziañs.


Met n'o deus ket selaouet, n'o deus ket roet o skouarn, heuliet o deus kuzulioù ha kaleter o c'halon fall, hag int en em zistroet a-dreñv e-lec'h dont da'm c'havout.


Gastaouet ec'h eus ivez gant mibien an Asiriz, dre ma ne'z poa ket da walc'h. Ya, gastaouet ec'h eus ganto, ha ne'c'h eus ket bet da walc'h c'hoazh.


Soñj ho po eus hoc'h hentoù fall hag eus hoc'h oberoù ne oant ket mat, hag euzh ho po ouzhoc'h hoc'h-unan en abeg d'ho direizhder ha d'hoc'h euzhusterioù.


Hag e tougo zoken d'an Ejipt o doueoù dalc'het gant o skeudennoù teuzet hag o listri prizius arc'hant hag aour. Goude en em zalc'ho e-pad bloavezhioù pell diouzh roue an hanternoz.


An avel en deus paket anezho en e eskell, hag o devo mezh en abeg d'o aberzhoù.


Seul vui o deus kresket, seul vui o deus pec'het a-enep din. Eskemmañ a rin o gloar ouzh dismegañs!


Efraim a welas e gleñved ha Juda e c'houli; Efraim a yeas etrezek Asiria, kaset eo bet etrezek ar roue Jareb, met ne c'hello nag ho yac'haat nag ho tieubiñ eus ho kouli.


Rak dont a ra eus Israel. Ur micherour en deus e c'hraet, n'eo ket Doue, setu perak e vo lakaet a-dammoù leue Samaria.


Rak miret eo bet reolennoù Omri hag holl zoareoù-ober ti Akab, hag e kerzhez hervez o c'huzulioù. Dre-se e rin ganit un distruj, ha gant da annezidi un dra a c'hoapaerezh, hag e tougot dismegañs va fobl.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos