Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Romaned 14:11 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

11 Rak skrivet eo: Me a zo bev, eme an Aotrou, pep glin a blego dirazon ha pep teod a roio gloar da Zoue.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

11 Rag scrivet eo: Evel ma’z oun beo, eme an Aotrou, pep glin a blego dirazoun, ha pep teod a rento gloar da Zoue.

Ver Capítulo Copiar




Romaned 14:11
15 Referencias Cruzadas  

An holl rouaned a stouo dirazañ, an holl bobloù a servijo anezhañ.


Sav da zaoulagad en-dro dit, sell, holl en em zastumont, dont a reont da'z kavout. Me a zo bev, eme an AOTROU, te en em wisko ganto holl evel gant bragerizoù, te en em c'hourizo ganto evel ur wreg yaouank.


Me a zo bev, eme an AOTROU, ha pa vefe Konia mab Jojakim roue Juda ur siell em dorn dehou, e tennin ac'hanout ac'hane.


Me a zo bev, eme an Aotrou AOTROU; saotret ac'h eus va santual gant da holl draoù kasonius ha da holl euzhusterioù, neuze me ivez en em denno, va lagad n'esperno ket ac'hanout, hag e vin didruez.


Setu perak, me a zo bev! eme AOTROU an armeoù, Doue Israel, Moab a vo evel Sodom ha mibien Ammon evel Gomora, ul lec'h goloet a linad, ur vengleuz holen, ur glac'har da viken. Nemorant va fobl o freizhataio, ha nemorant va broad o ferc'henno.


met, ken gwir ha ma'z on bev ha ma vo an douar holl leun eus gloar an AOTROU,


Lavar: Me a zo bev, eme an AOTROU, me a raio deoc'h ar pezh am eus klevet hoc'h eus lavaret.


An hini eta a anzavo ac’hanon dirak an dud, ec’h anzavin ivez anezhañ dirak va Zad a zo en neñvoù,


Mar anzavez gant da c’henoù an Aotrou Jezuz ha mar kredez en da galon en deus Doue e adsavet a-douez ar re varv, e vi salvet.


hag evit ma teuio ar baganed da reiñ gloar da Zoue abalamour d’e drugarez, evel ma’z eo skrivet: En abeg da-se ec’h anzavin ac’hanout e-touez ar broadoù, hag e veulin da anv.


Piv bennak a anzav ez eo Jezuz Mab Doue, Doue a chom ennañ, hag eñ e Doue.


Rak meur a doueller a zo deuet e-barzh ar bed ha n’anzavont ket ez eo deuet Jezuz-Krist er c’hig. Hennezh eo an toueller hag an enepkrist.


Ar pevar bev a lavare: Amen! Hag ar pevar henaour warn-ugent a zaoulinas hag a azeulas an hini a vev e kantvedoù ar c’hantvedoù.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos