Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




1 Rouaned 11:5 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

5 Salomon a yeas war-lerc'h Astarte doueez ar Sidoniz, ha Milkom euzhusted an Ammoniz.

Ver Capítulo Copiar




1 Rouaned 11:5
14 Referencias Cruzadas  

Kement-se dre m'o deus va dilezet, dre m'o deus stouet dirak Astarte doueez ar Sidoniz, dirak Kemosh doue Moab, dirak Milkom doue mibien Ammon, ha dre ma n'o deus ket kerzhet em hentoù, evit ober ar pezh a zo reizh dirak va daoulagad hag evit mirout va reolennoù ha va barnedigezhioù evel David e dad.


Salomon a reas ar pezh a zo fall dirak daoulagad an AOTROU, ha ned eas ket a-grenn war-lerc'h an AOTROU evel David e dad.


Salomon a savas un uhellec'h evit Kemosh euzhusted ar Voabiz war ar menez a zo a-dal da Jeruzalem, hag evit Molok euzhusted mibien Ammon.


Ar roue a saotras an uhellec'hioù a oa dirak Jeruzalem, a-zehou d'ar menez a gollidigezh, en doa savet Salomon roue Israel da Astarte, euzhusted ar Sioniz, da Gemosh, euzhusted ar Voabiz, ha da Vilkom, euzhusted mibien Ammon.


Hini ebet ned a ennañ e-unan, den n'en deus anaoudegezh pe skiant evit lavarout: An hanter anezho am eus devet en tan, poazet em eus bara war ar glaou, rostet em eus kig hag e zebret em eus; daoust hag e rin un euzhusted gant an nemorant? Hag e stouin dirak un tamm koad?


Ne roi ket da vugale da vezañ lazhet evit Molok, ne zisakri ket anv da Zoue. Me eo an AOTROU.


hag ar re a stou war an toennoù dirak arme an neñvoù, hag ar re a stou en ur douiñ dre an AOTROU hag en ur douiñ ivez dre o roue,


Neuze mibien Israel a reas adarre an droug dirak daoulagad an AOTROU, hag e servijjont ar Baaloù hag Ashtarod, doueoù Siria, doueoù Sidon, doueoù Moab, doueoù mibien Ammon ha doueoù ar Filistined. Hag e tilezjont an AOTROU ha ne servijjont ken anezhañ.


Mibien Israel a reas an droug dirak daoulagad an AOTROU, hag e servijjont ar Baaloù.


Hag e tilezjont an AOTROU evit servijañ Baal hag Ashtarod.


Neuze e krijont d'an AOTROU o lavarout: Pec'het hon eus, rak dilezet hon eus an AOTROU ha servijet hon eus ar Baaloù hag Astarte. Met bremañ dieub ac'hanomp eus hon enebourien, hag e servijimp ac'hanout.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos