Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




1 Rouaned 11:6 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

6 Salomon a reas ar pezh a zo fall dirak daoulagad an AOTROU, ha ned eas ket a-grenn war-lerc'h an AOTROU evel David e dad.

Ver Capítulo Copiar




1 Rouaned 11:6
8 Referencias Cruzadas  

Kement-se dre m'o deus va dilezet, dre m'o deus stouet dirak Astarte doueez ar Sidoniz, dirak Kemosh doue Moab, dirak Milkom doue mibien Ammon, ha dre ma n'o deus ket kerzhet em hentoù, evit ober ar pezh a zo reizh dirak va daoulagad hag evit mirout va reolennoù ha va barnedigezhioù evel David e dad.


Salomon a yeas war-lerc'h Astarte doueez ar Sidoniz, ha Milkom euzhusted an Ammoniz.


Salomon a savas un uhellec'h evit Kemosh euzhusted ar Voabiz war ar menez a zo a-dal da Jeruzalem, hag evit Molok euzhusted mibien Ammon.


Salomon a gare an AOTROU hag a gerzhe hervez reolennoù David e dad. Hag ec'h aberzhe hag e lakae da vogediñ war an uhellec'hioù hepken.


Ha te, mar kerzhez dirazon evel m'en deus kerzhet David da dad, gant eeunder a galon ha lealded, oc'h ober kement a c'hourc'hemennan dit, mar mirez va reolennoù ha va barnedigezhioù,


Va servijer Kaleb a zo bet buhezet gant ur spered all hag en deus heuliet ac'hanon penn-da-benn, me a lakaio anezhañ da vont er vro ma'z eo aet enni, hag e ziskennidi a berc'henno anezhi.


Setu perak e voe Hebron da Galeb mab Jefune ar C'henizian da hêrezh betek hiziv, dre m'en doa heuliet en holl leunder an AOTROU Doue Israel.


Va breudeur a oa pignet ganin a lakaas kalon ar bobl da deuziñ, met me a heulias en holl leunder an AOTROU va Doue.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos