David a bigne dre grec'hienn an Olived, hag en ur bignat e ouele; e benn a oa goloet, hag e kerzhe diarc'hen. An holl bobl a oa gantañ a bigne, goloet ganto o fenn, hag en ur bignat e ouelent.
Hini ebet ned a ennañ e-unan, den n'en deus anaoudegezh pe skiant evit lavarout: An hanter anezho am eus devet en tan, poazet em eus bara war ar glaou, rostet em eus kig hag e zebret em eus; daoust hag e rin un euzhusted gant an nemorant? Hag e stouin dirak un tamm koad?
Savet o deus uhellec'hioù da Vaal e traonienn mab Hinnom, evit lakaat o mibien hag o merc'hed da dremen dre an tan da Volok, ar pezh na'm boa ket gourc'hemennet, ha ne oa ket deuet em soñj e vije graet un hevelep euzhusted evit lakaat Juda da bec'hiñ.
Kement-se holl en abeg da bec'hed Jakob, en abeg da bec'hedoù ti Israel. Pehini eo pec'hed Jakob? Ha n'eo ket Samaria? Pere eo uhellec'hioù Juda? Ha n'int ket Jeruzalem?
E dreid en em zalc’ho, en deiz-se, war Venez an Olived, a zo dirak Jeruzalem, er sav-heol. Ha Menez an Olived a faouto dre e greiz, eus ar sav-heol d’ar c’huzh-heol, hag e vo un draonienn vras-meurbet. Un hanter eus ar menez a yelo war-zu an hanternoz, hag an hanter all war-zu ar c’hreisteiz.
Douget hoc’h eus teltenn Molok ha steredenn ho toue Refan, skeudennoù hoc’h eus graet evit o azeuliñ. Setu perak e kasin ac’hanoc’h en tu all da Vabilon.
Milliget ra vo an den a ra ur skeudenn gizellet pe teuzet, a zo un euzhusted d'an AOTROU, labour daouarn ur micherour a laka anezhi en ul lec'h kuzh! Hag an holl bobl a responto o lavarout: Amen!
Ha ne berc'hennez ket ar pezh en deus roet dit da berc'hennañ Kemosh da zoue? Ni a berc'henno ar vro eus an holl re en deus kaset kuit an AOTROU hon Doue dirazomp.