8 Kement-se e reas evit e holl wragez estren, a lakae da vogediñ hag a aberzhe d'o doueoù.
Ar roue Salomon a garas kalz a vaouezed estren, ouzhpenn merc'h Faraon, Moabadezed, Ammonadezed, Edomadezed, Sidonadezed, Hititezed,
Salomon a savas un uhellec'h evit Kemosh euzhusted ar Voabiz war ar menez a zo a-dal da Jeruzalem, hag evit Molok euzhusted mibien Ammon.
Hag an AOTROU a gounnaras a-enep Salomon, dre m'en doa distroet e galon diouzh an AOTROU Doue Israel, a oa en em ziskouezet dezhañ div wech,
Lemel a reas eus ar vro ar baotred oc'h en em reiñ d'ar gasterezh, hag e lamas an holl idoloù o doa graet e dadoù.
Ha n'eo ket e kement-se e pec'has Salomon roue Israel? E-touez broadoù niverus n'eus ket bet ur roue eveltañ, karet e oa gant e Zoue, ha Doue en doa e lakaet da roue war Israel holl, ha koulskoude ar gwragez estren a reas dezhañ pec'hiñ.
Rak ar gêr-mañ a zo bet din un dra a gounnar hag a erez, adalek an deiz ma'z eo bet savet betek hiziv, en doare ma lamin anezhi diwar va dremm,