Biblia Todo Logo
La Biblia Online

- Anuncios -




Izaia 48:1 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

1 Selaouit, ti Jakob, c'hwi hag a zo galvet dre anv Israel, hag a zo deuet eus mammenn Juda, c'hwi hag a dou dre anv an AOTROU, hag a veul Doue Israel, met n'eo ket hervez ar wirionez hag ar reizhder.

Ver Capítulo Copiar




Izaia 48:1
48 Referencias Cruzadas  

Lavarout a reas: Da anv ne vo ken Jakob met Israel. Rak gourenet ec'h eus gant Doue ha gant tud, ha trec'het ec'h eus.


Doue a lavaras: Da anv a zo Jakob; ne vi ken galvet Jakob met Israel a vo da anv. Hag e roas dezhañ an anv Israel.


Ha betek bremañ e reont hervez o gizioù kentañ: ne zoujont ket an AOTROU, ne reont nag hervez o reolennoù, nag hervez o barnedigezhioù, nag hervez al lezenn hag ar gourc'hemennoù en deus roet an AOTROU Doue da vibien Jakob, a anvas Israel.


Neuze Gehazi, servijer Elizea den Doue, a lavaras: Setu, va mestr en deus espernet Naaman ar Siriad, ha n'en deus ket degemeret eus e zorn ar pezh en doa degaset. An AOTROU a zo bev! Me a redo war e lerc'h, hag em bo un dra bennak digantañ.


Roet e vint da droc'h ar c'hleze, ur preizh e vint d'al lern.


Lavarit da Zoue: Pegen burzhudus eo da oberennoù! En abeg da vraster da nerzh, da enebourien a zeuio da blegañ dirazout.


Ar ganerien a yae a-raok, war o lerc'h an delennourien, e-kreiz ar merc'hed yaouank o skeiñ war an taboulinig.


Bennigit Doue er bodadennoù, bennigit an Aotrou, c'hwi eus mammenn Israel!


Lakaat a reot evezh ouzh kement am eus lavaret deoc'h. Ne venegot ket anvioù doueoù estren ha ne vint ket klevet eus ho kenoù.


Daoust hag e tle da feunteunioù en em skuilhañ en diavaez, ha da zourioù-red er straedoù?


AOTROU hon Doue, aotrounez all egedout o deus renet warnomp, met drezout nemetken e c'hellomp gervel da anv.


Unan a lavaro: Me a zo d'an AOTROU. Unan all a lavaro: Me a zo da Jakob. Unan all a skrivo gant e zorn: D'an AOTROU, hag e vo lesanvet dre anv Israel.


Touet em eus drezon va-unan, hag ar gomz deuet eus va genoù a zo gwirion, ne vo ket torret: Pep glin a blego ha pep teod a douo dirazon.


Selaouit ouzhin, tud kaledet a galon ha pellaet diouzh ar reizhder!


Selaouit ouzhin, c'hwi hag a red war-lerc'h ar reizhder, c'hwi hag a glask an AOTROU. Sellit ouzh ar roc'h ez oc'h bet kizellet diouti, ouzh ar vengleuz ez oc'h bet tennet anezhi.


Sellit ouzh Abraham ho tad, hag ouzh Sara he deus ho kanet. E c'halvet em eus e-unan-penn, benniget ha kresket em eus anezhañ.


Bemdez e klaskont ac'hanon, hag e fell dezho anavezout va hentoù, evel ur vroad he defe miret ar reizhder ha n'he defe ket dilezet barnedigezhioù he Doue. Goulenn a reont diganin barnadennoù a justis hag e fell dezho bezañ tost da Zoue.


An AOTROU en deus e douet dre e zorn dehou ha dre e vrec'h c'halloudek: Ne roin ken da winizh da vevañs da'z enebourien, ha mibien an diavaezidi ne evint ken da win, a zo bet produet gant da labour.


Deuet omp holl da vezañ evel un den dic'hlan, hag hon holl reizhder evel un dilhad saotret. Goeñvet omp holl evel un delienn, hag hon direizhder hor c'has gantañ evel an avel.


An hini en em vennigo war an douar en em vennigo dre an Doue a wirionez, an hini a douo war an douar a douo dre an Doue a wirionez, rak enkrezioù an amzer dremenet a vo ankounac'haet, kuzhet e vint ouzh va daoulagad.


hag e toui: Bev eo an AOTROU! e gwirionez, en eeunder hag e reizhder, hag ar broadoù a vo benniget ennañ hag a gavo gloar ennañ.


setu perak selaouit komz an AOTROU, c'hwi holl tud Juda a zo o chom e bro Ejipt: Setu em eus touet dre va anv bras, eme an AOTROU, na vo ken galvet va anv dre c'henoù den ebet eus Juda en holl vro Ejipt, den ne lavaro: An Aotrou AOTROU a zo bev!


Zoken pa lavaront: Bev eo an AOTROU! e gaou eo e touont.


Ne douot ket en faos dre va anv, rak e tisakrfes anv da Zoue. Me eo an AOTROU.


Te hag a zo anvet ti Jakob, daoust hag eo buan Spered an AOTROU da gounnariñ? Ar re-se eo da oberoù? Va c'homzoù, ha n'int ket mat gant an hini a gerzh eeun?


hag ar re a stou war an toennoù dirak arme an neñvoù, hag ar re a stou en ur douiñ dre an AOTROU hag en ur douiñ ivez dre o roue,


Hag e lavaras din: Ar vallozh eo en em skuilh war-c'horre an holl vro; hervezi pep laer a vo lamet kuit ac'hann, hag hervezi pep falstouer a vo lamet kuit ac'hann.


Hag e tostain ouzhoc'h evit ar varnedigezh, hag ec'h hastin testeniañ a-enep ar sorserien, a-enep an avoultrerien, a-enep ar re a dou e gaou, ar re a zalc'h gopr al labourer, a wask an intañvez hag an emzivad, a noaz d'an diavaeziad, ha na zouj ket ac'hanon, eme AOTROU an armeoù.


An dour a redo eus e sailhoù, e lignez a vo evel doureier bras, e roue a savo dreist Agag, e rouantelezh a vo uhelvrudet.


Gwalleur deoc’h, skribed ha farizianed pilpouzed! Abalamour ma serrit rouantelezh an neñvoù ouzh an dud, n’oc’h ket hoc’h-unan aet e-barzh, hag hoc’h eus c’hoazh harzet da vont e-barzh ar re a garje bezañ aet.


Jezuz, o welout Natanael o tont d’e gavout, a lavaras diwar e benn: Setu ur gwir Israelad ha n’eus troidell ebet ennañ.


Doue a zo Spered, hag ret eo d’ar re a azeul anezhañ, e azeuliñ e spered hag e gwirionez.


Setu, te a zo anvet Yuzev, en em harp war al lezenn, a denn gloar eus Doue,


N’eo ket koulskoude m’en defe ger Doue deuet da netra. Rak ar re holl a zo deuet eus lignez Israel n’int ket Israel,


da lavarout eo, n’eo ket bugale ar c’hig a zo bugale da Zoue, met bugale ar bromesa eo ar re a zo kontet da vezañ al lignez.


Doujañ a ri an AOTROU da Zoue, hag e serviji anezhañ, hag en em stagi outañ, hag e toui dre e anv.


Israel a chomo e-unan e surentez, eienenn Jakob, a vo war un douar a winizh hag a win, hag e neñvoù a zivero ar c'hlizhenn.


An AOTROU a glevas trouz ho komzoù pa hoc'h eus lavaret anezho. An AOTROU a lavaras din: Klevet em eus trouz komzoù ar bobl pa o deus lavaret anezho, mat eo ar pezh o deus lavaret.


Doujañ a ri an AOTROU da Zoue, hag e serviji anezhañ, hag e toui dre e anv.


dre bilpouzerezh fals-doktored merket o c’houstiañs gant houarn tomm,


Anavezout a ran da oberoù, da drubuilhoù ha da baourentez, petra bennak ma’z out pinvidik, ha gwallgomzoù ar re en em lavar Yuzevien ha n’int ket, met a zo ur sinagogenn eus Satan.


Setu, e roin dit reoù eus sinagogenn Satan, en em lavar Yuzevien ha n’int ket met a lavar gevier. Setu, me a lakaio anezho da zont evit ma taoulinint da’z treid ha ma ouezint penaos em eus da garet.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos