Mont a rejont kuit eus Betel, hag e oa c'hoazh ur pennad-hent evit erruout en Efrata pa c'hanas Rachel. Hag he doe kalz a boan da wilioudiñ.
Mika 5:2 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Ha te, Betlehem Efrata, bihan e-touez milieroù Juda, ac'hanout eo e teuio din an hini a zle bezañ penn en Israel, an hini a zeu eus an amzerioù kentañ, a-dal an deizioù a-holl-viskoazh. |
Mont a rejont kuit eus Betel, hag e oa c'hoazh ur pennad-hent evit erruout en Efrata pa c'hanas Rachel. Hag he doe kalz a boan da wilioudiñ.
Evidon-me, pa zistrois eus Paddan, Rachel a varvas em c'hichen e bro Ganaan, en hent pa oa c'hoazh ur pennad d'ober kent erruout en Efrata. Hag e sebeilhis anezhi eno war hent Efrata, a zo Betlehem.
Ar walenn ne vo ket pellaet diouzh Juda na bazh al lezenner eus etre e dreid, betek ma teuio ar Shilo, dezhañ sentidigezh ar pobloù!
Mibien Salma a voe: Betlehem, an Netofatiz, Atrod, tiegezh Joab, Hazi-Menuod, ar Zoreianed.
Penuel a voe tad da C'hedor, hag Ezer da Husha. Ar re-se a oa mibien Hur, kentañ-ganet Efrata tad Betlehem.
Juda a voe galloudus e-touez e vreudeur, ha dioutañ eo deuet ur priñs, met an henañded a voe da Jozef.
A-raok d'ar menezioù bezañ ganet, ha d'an douar ha d'ar bed bezañ krouet, a-viskoazh ha da viken ez out-te Doue.
Dibab a-douez ar bobl holl tud barrek o toujañ Doue, tud leal o kasaat ar gounid dizonest, ha laka anezho warno evel renerien a vilieroù, renerien a gantoù, renerien a hanter-kantoù ha renerien a zegoù.
Moizez a zibabas a-douez holl Israel tud barrek hag o lakaas renerien war ar bobl, renerien a vilieroù, renerien a gantoù, renerien a hanter-kantoù ha renerien a zegoù.
Kresket en deus dirazañ evel ur vroustenn, evel ur wrizienn o tont eus un douar disec'h. N'en deus na neuz na kaerder da zedennañ ar sell, na doare da zegas c'hoant.
Setu, e lakaet em eus da vezañ un test evit ar pobloù, ur rener hag ur mestr evit ar pobloù.
Setu perak an AOTROU e-unan a roio deoc'h ur sin: Setu, ar werc'hez a vo brazez hag a c'hano ur mab, a vo anvet Emmanuel.
E renerien a vo kemeret en o zouez, hag e benn-bras a zeuio eus e greiz. Lakaat a rin anezhañ da dostaat, hag e teuio etrezek ennon. Rak piv eo an hini a lakaio, drezañ e-unan, e galon da dostaat ouzhin? eme an AOTROU.
Hag ec'h anavezimp an AOTROU, hag e kendalc'himp d'e anavezout. E zonedigezh en em gempenn evel gouloù-deiz, dont a raio d'hor c'havout evel glav an diwezhañ amzer a zoura an douar.
En amzer-se ec'h adsavin tabernakl David a zo kouezhet, aozañ a rin ar freuzoù ha sevel an diskaroù, hag ec'h adsavin anezhañ evel ma oa en deizioù a-wechall,
Gouzañv gwentloù ha kri, merc'h Sion, evel ar wreg o wilioudiñ! Rak bremañ ez i eus kêr hag e vi o chom er parkeier, hag ez i betek Babilon. Eno e vi dieubet, eno e vi dasprenet gant an AOTROU eus dorn da enebourien.
Kleze, dihun a-enep va mêsaer, a-enep an den a zo kar din, eme AOTROU an armeoù, sko gant ar mêsaer, hag an deñved a vo stlabezet, hag e troin va dorn a-enep ar re vihan.
Bez laouen, merc'h Sion! Laosk kriadennoù a levenez, merc'h Jeruzalem! Setu, da Roue a zeu da'z kavout, reizh ha trec'hus, uvel ha pignet war un azen, war un azenig, ebeul un azenez.
Jezuz o vezañ bet ganet e Betlehem Judea, en amzer ar roue Herodez, setu, e teuas majed eus ar sav-heol da Jeruzalem,
Ha te, Betlehem, douar Juda, n’out ket an disterañ e-touez kêrioù pennañ Juda, rak ac’hanout eo e teuio ur penn a reno va fobl Israel.
Jezuz a dostaas outo, a gomzas outo hag a lavaras: Pep galloud a zo bet roet din en neñv ha war an douar.
Hag en em lakajont d’e damall, o lavarout: Ni hon eus kavet an den-mañ o tromplañ ar vroad, o tifenn paeañ ar gwir da Gezar hag oc’h en em lavarout e-unan Krist, ar roue.
Bez’ e oa ar skrid-mañ a-us d’e benn, skrivet e gresianeg, e latin hag en hebraeg: HEMAÑ EO ROUE AR YUZEVIEN.
Ha ne lavar ket ar Skritur e teuio ar C’hrist eus lignez David hag eus bourc’h Betlehem, a-belec’h e oa David?
Kemeret em eus neuze pennoù ho meuriadoù, tud fur hag anavezet, ha lakaet em eus anezho evel pennoù warnoc'h: kabitened a vilieroù, kabitened a gantoù, kabitened a hanter-gantoù, kabitened a zegoù hag ofiserien e-touez ho meuriadoù.
Sklaer eo penaos hon Aotrou a zo deuet eus Juda, meuriad n’en deus lavaret Moizez netra diwar e benn e-keñver ar velegiezh.
Ar pezh a oa adalek ar penn-kentañ, ar pezh hon eus klevet, ar pezh hon eus gwelet gant hon daoulagad, ar pezh hon eus sellet outañ hag o deus hon daouarn stoket ennañ, diwar-benn ar Ger a vuhez,
War e vantell ha war e vorzhed e toug un anv skrivet: ROUE AR ROUANED, HAG AOTROU AN AOTROUNEZ.
Skriv da ael Iliz Smirna: Setu ar pezh a lavar ar c’hentañ hag an diwezhañ, an hini a zo bet marv hag a zo deuet adarre d’ar vuhez:
Lavarout a reas din: Graet eo. Me eo an Alfa hag an Omega, ar penn-kentañ hag an diwezh. D’an hini en deus sec’hed, e roin evit netra eus mammenn an dour a vuhez.
Bez' e oa un den yaouank e Betlehem Juda, eus kerentiezh Juda, a oa Leviad hag a oa o chom eno.
C'hoarvezout a reas en amzer renadur ar varnerien, ma voe un naonegezh er vro. Un den eus Betlehem Juda a yeas da chom e maezioù Moab, gant e wreg hag e zaou vab.
An holl bobl a oa ouzh an nor, hag an henaourien a lavaras: Ni a zo testoù! Ra lakaio an AOTROU ar wreg a ya ez ti heñvel ouzh Rachel hag ouzh Lea, o deus savet o-div ti Israel! Bleugn en Efrata, ha ra vo brudet da anv e Betlehem!
Met hiziv e taolit kuit ho Toue en deus ho tieubet eus hoc'h holl boanioù hag eus hoc'h holl c’hlac’haroù, hag e lavarit dezhañ: Met laka ur roue warnomp. En em ziskouezit eta bremañ dirak an AOTROU dre veuriadoù ha dre vilieroù.
Hogen bez' e oa David, mab un Efratiad eus Betlehem Juda anvet Jese, hag en doa eizh mab. An den-se, en amzer Saül, a oa kozh, war an oad e-touez an dud.
Kas a ri ivez an dek fourmaj-mañ da benn o milier, hag e weli da vreudeur evit gouzout hag ez int yac'h, hag e tegasi keloù din.
Anavezit eta ha gouezit, e-touez an holl doulloù-kuzh-se, an hini emañ kuzhet e-barzh, ha neuze distroit da'm c'havout pa viot sur a gement-se, hag ez in ganeoc'h. Mard emañ er vro, e klaskin anezhañ gant evezh e-touez holl vilieroù Juda.
hag o lakaio ivez da bennoù a vilieroù ha da bennoù a hanterkantad, hag o lakaio da arat e barkeier, da zastum e eostoù, da ober e vinvioù-brezel ha tenn e girri.