Biblia Todo Logo
La Biblia Online

- Anuncios -




1 Danevelloù 5:2 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

2 Juda a voe galloudus e-touez e vreudeur, ha dioutañ eo deuet ur priñs, met an henañded a voe da Jozef.

Ver Capítulo Copiar




1 Danevelloù 5:2
25 Referencias Cruzadas  

Met Jakob a lavaras: Gwerzh din da gentañ da henañded.


Mibien Lea: Ruben, kentañ-ganet eus Jakob, Simeon, Levi, Isakar ha Zabulon.


Bremañ, da zaou vab ganet dit e bro Ejipt a-raok ma'z on deuet da'z kavout en Ejipt, a vo din. Efraim ha Manase a vo din, evel Ruben ha Simeon.


Bennozhioù da dad a zo uheloc'h eget bennozhioù va zadoù, betek barr ar c'hrec'hiennoù peurbadus. Ra vint war benn Jozef, war dal priñs e vreudeur.


David a renas war holl Israel, o tougen barn ha reizhder d'e holl bobl.


An AOTROU Doue Israel en deus va dibabet a-douez holl di va zad evit bezañ roue war Israel da viken. Rak dibabet en deus Juda evel rener, hag a-douez ti Juda, dibabet en deus ti va zad, hag a-douez mibien va zad, kemeret en deus plijadur ennon, evit va lakaat da ren war holl Israel.


Doue en deus komzet en e santual, me a laouenaio. Lodennañ a rin Sichem, muzuliañ a rin traonienn Sukkod,


Abalamour da'z re garet-mat da vezañ dieubet, hor savete gant da du dehou hag hor selaou!


Ha te, Betlehem Efrata, bihan e-touez milieroù Juda, ac'hanout eo e teuio din an hini a zle bezañ penn en Israel, an hini a zeu eus an amzerioù kentañ, a-dal an deizioù a-holl-viskoazh.


Er reter, war-zu ar sav-heol, e vo banniel kamp Juda, gant e strolladoù; Nahashon mab Aminadab a vo priñs mibien Juda


An hini a ginnigas e brof d'an deiz kentañ a voe Nahashon mab Aminadab, eus meuriad Juda.


Ha te, Betlehem, douar Juda, n’out ket an disterañ e-touez kêrioù pennañ Juda, rak ac’hanout eo e teuio ur penn a reno va fobl Israel.


Rak ar re en deus anavezet a-ziaraok, en deus ivez raktonket da vezañ heñvel ouzh skeudenn e Vab, evit ma vo hemañ ar c’hentañ-ganet e-touez meur a vreur.


Anavezout a raio mab an hini gasaet evit ar c'hentañ-ganet, hag e roio dezhañ ul lodenn doubl eus ar pezh en devo, rak hemañ eo frouezh kentañ e nerzh, an henañded a vo dezhañ.


Bez' en deus kaerded ar c'hentañ-ganet eus e goleoù, e gerniel a zo kerniel ur bual; ganto e vroudo ar pobloù a-gevret, betek pennoù an douar, bez' ez int dekviliadoù Efraim, bez' ez int miliadoù Manase.


Sklaer eo penaos hon Aotrou a zo deuet eus Juda, meuriad n’en deus lavaret Moizez netra diwar e benn e-keñver ar velegiezh.


Mibien Juda a dostaas ouzh Jozue e Gilgal, ha Kaleb mab Jefune ar C'henizian a lavaras: Gouzout a rez ar pezh en deus lavaret an AOTROU da Voizez den Doue e Kadesh-Barnea.


Unan eus an henaourien a lavaras din: Na ouel ket. Setu, al leon a zo eus meuriad Juda, gwrizienn David, en deus trec’het evit digeriñ al levr ha dieren ar seizh siell anezhañ.


An AOTROU a respontas: Juda a bigno, setu, lakaet em eus ar vro etre e zaouarn.


An AOTROU a lavaras da Samuel: Betek pegeit e ri kañv da Saül, pa em eus e daolet kuit evel roue war Israel? Leugn da gorn gant eoul ha kae. Me a gaso ac'hanout da gavout Jese eus Betlehem, rak gwelet em eus unan e vibien evel roue evidon.


Jese a lakaas e seizh mab da dremen dirak Samuel, ha Samuel a lavaras da Jese: An AOTROU n'en deus ket o dibabet.


Kas a reas eta d'e gerc'hat. Melegan e oa, gant daoulagad kaer hag un dremm vrav. An AOTROU a lavaras da Samuel: Sav hag olev-eñ, rak eñ eo.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos