Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Levr Rud 4:11 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

11 An holl bobl a oa ouzh an nor, hag an henaourien a lavaras: Ni a zo testoù! Ra lakaio an AOTROU ar wreg a ya ez ti heñvel ouzh Rachel hag ouzh Lea, o deus savet o-div ti Israel! Bleugn en Efrata, ha ra vo brudet da anv e Betlehem!

Ver Capítulo Copiar




Levr Rud 4:11
24 Referencias Cruzadas  

Efron a oa azezet e-touez mibien Hed. Hag Efron an Hitit a respontas da Abraham dirak mibien Hed a selaoue anezhañ ha dirak ar re holl a yae e-barzh dre zor e gêr, hag e lavaras:


Bennigañ a rejont Rebeka hag e lavarjont: O hor c'hoar, bez mamm da viliadoù a zekviliadoù ha ra zalc'ho da lignez dor hec'h enebourien.


Laban en doa div verc'h, an hini henañ a veze galvet Lea hag an hini yaouankañ Rachel.


Met antronoz, setu e oa Lea. Jakob a lavaras da Laban: Petra ac'h eus graet din? Ha n'eo ket evit Rachel em eus servijet ac'hanout? Perak ec'h eus touellet ac'hanon?


Lea a goñsevas hag a c'hanas ur mab, hag en galvas Ruben, rak lavarout a reas: An AOTROU en deus sellet ouzh va glac'har ha bremañ va ozhac'h a garo ac'hanon.


Mibien Lea: Ruben, kentañ-ganet eus Jakob, Simeon, Levi, Isakar ha Zabulon.


Mibien Rachel: Jozef ha Benjamin.


Hag e skrivas lizhiri en anv Akab, hag e siellas anezho gant e siell, hag e kasas al lizhiri d'an henaourien ha d'ar pennoù a oa o chom gant Nabod en e gêr.


Salma tad Betlehem, Haref tad Bet-Gader.


Setu, klevet hon eus komz diwarnañ en Efrata, kavet hon eus anezhañ e parkeier Yaar.


Pep maouez fur a sav he zi, met an hini ziskiant e ziskar gant he daouarn.


He fried a zo anavezet ouzh dorioù kêr, pa'z eo azezet gant henaourien ar vro.


Goude e skrivis ar gevrat hag he siellis, hag e kemeris testoù, hag e pouezis an arc'hant war ar valañs.


Ha te, Betlehem Efrata, bihan e-touez milieroù Juda, ac'hanout eo e teuio din an hini a zle bezañ penn en Israel, an hini a zeu eus an amzerioù kentañ, a-dal an deizioù a-holl-viskoazh.


Ha te, Betlehem, douar Juda, n’out ket an disterañ e-touez kêrioù pennañ Juda, rak ac’hanout eo e teuio ur penn a reno va fobl Israel.


Ma ne fell ket d'an den-se kemer e c'hoar-gaer, e pigno e c'hoar-gaer betek an nor da gavout an henaourien hag e lavaro: Va breur-kaer ne fell ket dezhañ adsevel anv e vreur en Israel, ne raio ket evel ma'z eo dereat d'ur breur-kaer.


neuze e c'hoar-gaer a dostaio outañ dirak an henaourien hag a lamo e votez diwar e droad hag a grañcho ouzh e zremm hag a responto o lavarout: Evel-se e vo graet d'an den na sav ket ti e vreur.


Anv an den-se a oa Elimelek, hag anv e wreg Naomi, hag anvioù e zaou vab Maklon ha Kiljon, Efratiz eus Betlehem Juda. Dont a rejont e maezioù Moab da chom eno.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos