Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Levr Rud 4:10 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

10 ha penaos em eus ivez prenet evidon da wreg Rud, ar plac'h eus Moab, gwreg Maklon, evit adsevel anv an hini marv en e hêrezh, hag evit na vo ket diverket anv an hini marv a-douez e vreudeur nag eus dor e gêr. C'hwi a zo testoù a gement-se hiziv.

Ver Capítulo Copiar




Levr Rud 4:10
19 Referencias Cruzadas  

Echu ar sizhunvezh gant houmañ hag e roimp dit ivez eben, evit ar servij a ri c'hoazh amañ e-pad seizh vloaz all.


Onan a ouie penaos al lignez-se ne vije ket dezhañ, ha pa'z ae davet gwreg e vreur, en em saotre d'an douar kuit da reiñ ul lignez d'e vreur.


ra vint atav dirak an AOTROU, ra vo o eñvor lamet kuit eus an douar,


Daoulagad an AOTROU a zo war ar re reizh, hag e zivskouarn a zo evezhius ouzh o c'hriadenn.


An hini en deus kavet ur wreg en deus kavet an eurvad, ur grad-vat eo digant an AOTROU.


Un ti ha pinvidigezhioù a zo un hêrezh a-berzh an tadoù, hag ur wreg poellek a zo un hêrezh a-berzh an AOTROU.


da lignez a vije evel an traezh, ha diskennidi da gof evel e c'hreun, da anv ne vije ket bet lamet na diverket a-zirazon.


Ma n'eo Galaad nemet direizhder, a-dra-sur e vint kaset da netra. Aberzhet o deus oc'hen e Gilgal, o aoterioù a zo evel bernioù mein war irvi ar parkeier.


Hag e prenis anezhi gant pemzek pezh arc'hant hag un homer heiz hag un hanter homer heiz.


En deiz-se e c'hoarvezo, eme AOTROU an armeoù, ma lamin eus ar vro anvioù an idoloù, ha ne vo graet ken meneg anezho. Hag e lamin ivez eus ar vro ar brofeded hag ar spered a zic'hlanded.


Hag e lavarit: Perak? Dre ma'z eo bet an AOTROU test etrezout ha gwreg da yaouankiz, an hini ma'z out bet disleal en he c'heñver, petra bennak ma'z eo da genseurtez ha gwreg da emglev.


Ezhec’h, karit ho kwragez evel m’en deus ivez Krist karet an Iliz hag eo en em roet e-unan eviti,


Ar mab kentañ-ganet a c'hano a adsavo anv ar breur marv, evit na vo ket diverket e anv eus Israel.


Ra vo an dimeziñ enoret gant an holl hag ar gwele hep hudurnez, rak Doue a varno ar c’hadaled hag an avoultrerien.


Ar Gananeiz hag holl annezidi ar vro a glevo kement-se hag en em droint a-enep deomp, hag e lamint hon anv a-ziwar an douar. Ha petra a ri evit da anv bras?


Boaz a lavaras d'an henaourien ha d'ar bobl a-bezh: Testoù ez oc'h hiziv penaos em eus prenet digant dorn Naomi kement a oa da Elimelek, ha kement a oa da Giljon ha da Vaklon,


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos