Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Zakaria 13:7 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

7 Kleze, dihun a-enep va mêsaer, a-enep an den a zo kar din, eme AOTROU an armeoù, sko gant ar mêsaer, hag an deñved a vo stlabezet, hag e troin va dorn a-enep ar re vihan.

Ver Capítulo Copiar




Zakaria 13:7
76 Referencias Cruzadas  

Rouaned an douar a zo en em savet, hag ar briñsed a zo en em zastumet a-gevret, a-enep an AOTROU hag a-enep e Olevad.


Lakaat a rin va dorn warnout, teuziñ a rin da vergl evel gant kali, hag e lamin kuit da holl staen.


En deiz-se e skoio an AOTROU gant e gleze bras nerzhus ha kalet ouzh al leviatan, an naer skañv, ouzh al leviatan, an naer gildrouk, hag e lazho an euzhvil mor.


Peuriñ a raio e zeñved evel ur mesaer, dastum a raio e oaned gant e zivrec'h, dougen a raio anezho en e varlenn, ren a raio a re a ro da zenañ.


Kreskiñ e c'halloud, reiñ ur peoc'h diziwezh da dron David ha d'e rouantelezh, evit en startaat hag en harpañ er varnedigezh hag er reizhder, adalek bremañ ha da viken, gred AOTROU an armeoù a raio kement-se.


A! Kleze an AOTROU! Betek pegeit ne baouezi ket? Distro da'z kouin, sioula ha chom peoc'h!


Dirak o daoulagad eo un arouez touellus, int hag o deus le al leoù. Hag eñ a zegaso soñj eus o drougiezh pa vint tapet.


Lavar da goadeg ar c'hreisteiz: Selaou komz an AOTROU: Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Setu ez an da enaouiñ un tan en da ziabarzh, a zebro en da greiz pep gwezenn c'hlas ha pep gwezenn sec'h. Ar flamm o teviñ ne varvo ket, an holl ziwar c'horre a vo devet eus ar c'hreisteiz d'an hanternoz.


David va servijer a vo o roue, hag o devo holl ur mesaer hepken. Kerzhout a raint hervez va barnedigezhioù, hag e virint va reolennoù evit ober diouto.


An diwezh a zeu, an diwezh a zeu! Dihunet eo a-enep dit! Setu, dont a ra!


Ha te, Betlehem Efrata, bihan e-touez milieroù Juda, ac'hanout eo e teuio din an hini a zle bezañ penn en Israel, an hini a zeu eus an amzerioù kentañ, a-dal an deizioù a-holl-viskoazh.


Eñ a vo en e sav, hag a reno gant sikour nerzh an AOTROU, gant meurded anv an AOTROU e Zoue. Chom a raint e peoc'h, rak meulet e vo betek pennoù pellañ an douar.


Torret e voe en deiz-se, hag evel-se ar re baourañ eus an tropell, ar re a sellas ouzhin, a anavezas e oa komz an AOTROU.


Evel-henn e komz an AOTROU va Doue: Mesa an deñved dileuriet evit ar gigerezh.


Ha lakaat a ris da beuriñ an deñved dileuriet evit ar gigerezh, e gwirionez ar re baourañ eus an tropell. Hag e kemeris div walenn, am eus anvet unan Kaerder hag eben Unaniezh, hag e lakais an deñved da beuriñ.


Setu, ar werc’hez a vo brazez hag a c’hano ur mab a vo galvet Emanuel, da lavarout eo: Doue ganeomp.


Ha piv bennak a roio ur werennad dour fresk hepken da unan eus ar re vihan-se abalamour ma’z eo va diskibl, en lavaran deoc’h e gwirionez, ne gollo ket e c’hopr.


Pep tra a zo bet roet din gant va Zad, ha den ne oar piv eo ar Mab nemet an Tad, na piv eo an Tad kennebeut nemet ar Mab, hag an hini e fell d’ar Mab e ziskuliañ dezhañ.


Diwallit da zisprizañ nikun eus ar vugaligoù-mañ, rak me a lavar deoc’h penaos o aeled en neñvoù a wel dalc’hmat dremm va Zad a zo en neñvoù.


Evel-se n’eo ket bolontez ho Tad a zo en neñvoù, en em gollfe unan eus ar re vihan-mañ.


Neuze Jezuz a lavaras dezho: Me a vo evidoc’h holl en noz-mañ un abeg da gouezhañ, rak skrivet eo: Skeiñ a rin ar mesaer ha deñved an tropell a vo stlabezet.


Met kement-se a zo c’hoarvezet evit ma vo peurc’hraet ar pezh a zo bet skrivet gant ar brofeded. Neuze e holl ziskibien a zilezas anezhañ hag a dec’has kuit.


Jezuz a lavaras dezho: Me a vo deoc’h holl en noz-mañ un abeg da gouezhañ, rak skrivet eo: Skeiñ a rin ar mesaer hag an deñved a vo stlabezet.


Neuze an holl a zilezas anezhañ hag a dec’has kuit.


Na’z pez ket aon, tropell bihan, rak plijet eo bet gant ho Tad reiñ deoc’h ar rouantelezh.


Gwelloc’h e vefe dezhañ e vefe staget ur maen-milin ouzh e c’houzoug hag e vefe taolet er mor, eget ma lakafe da gouezhañ unan eus ar re vihan-mañ.


An deiz war-lerc’h, Yann a welas Jezuz o tont d’e gavout hag a lavaras: Setu Oan Doue, an hini a lam kuit pec’hed ar bed.


Me hag an Tad a zo unan.


Met mar o gran, ha pa ne gredfec’h ket ac’hanon, kredit da’m oberoù, evit ma’c’h anavezot ha ma kredot ez eo an Tad ennon hag ez on ennañ.


Na lezit ket ho kalon da vezañ trubuilhet. Kredit e Doue, kredit ivez ennon.


Jezuz a respontas dezhañ: Mar kar unan bennak ac’hanon, e viro va ger. Va Zad a garo anezhañ, e teuimp d’e gavout hag e raimp hor chomlec’h gantañ.


Kement en deus an Tad a zo din. Setu perak em eus lavaret e kemero eus ar pezh a zo din hag en disklêrio deoc’h.


Setu, an eur a zeu, ha deuet eo dija, penaos e viot stlabezet pep hini ouzh e gostez ha penaos e lezot ac’hanon va-unan. Met me n’on ket va-unan, rak an Tad a zo ganin.


evit ma’c’h enoro an holl ar Mab, evel ma’c’h enoront an Tad. An hini na enor ket ar Mab n’enor ket an Tad en deus e gaset.


Jezuz a lavaras dezho: E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc’h, a-raok ma voe Abraham, emaon.


an den-se, droukroet hervez ar mennad divizet ha ragouiziegezh Doue, kroget hoc’h eus ennañ, hag o vezañ e staget ouzh ar groaz dre zaouarn an dud fall, e lakaet hoc’h eus d’ar marv.


an hini a zo bet droukroet evit hor pec’hedoù hag a zo adsavet a varv evit hor reizhadur.


Eñ ha n’en deus ket espernet e Vab e-unan, met en deus e roet evidomp holl, penaos ne roio ket pep tra deomp gantañ?


Rak lakaet eo bet gantañ da vezañ pec’hed abalamour deomp an hini n’en deus ket anavezet ar pec’hed, evit ma teuimp da vezañ reizhder Doue ennañ.


Krist en deus hon dasprenet eus mallozh al lezenn, o vezañ bet graet mallozh evidomp, rak skrivet eo: Milliget eo kement hini a zo krouget ouzh ar c’hoad,


o vezañ e stumm Doue, n’en deus ket sellet evel ur preizh da dapout bezañ par da Zoue,


An Doue a beoc’h, hag en deus degaset en-dro a-douez ar re varv mesaer bras an deñved dre wad an emglev peurbadus, hon Aotrou Jezuz,


Rak Krist ivez en deus gouzañvet ur wech evit ar pec’hedoù, eñ reizh evit ar re zireizh, evit hon degas da Zoue. Lakaet eo bet d’ar marv er c’hig, met bevaet hervez ar Spered,


Ha pa zeuio ar Mesaer meur, e vo roet deoc’h ar gurunenn divreinus a c’hloar.


Eñ eo un aberzh-dic’haouiñ evit hor pec’hedoù, ha nann hepken evit hor re, met ivez evit re ar bed holl.


a lavare: Me eo an Alfa hag an Omega, ar c’hentañ hag an diwezhañ, ar pezh a welez, skriv eñ en ul levr ha kas anezhañ d’ar seizh Iliz a zo en Azia, da Efez, da Smirna, da Bergam, da Diatira, da Sardiz, da Filadelfia ha da Laodikea.


Pa welis anezhañ, e kouezhis d’e dreid evel marv. Lakaat a reas e zorn dehou warnon o lavarout din: Na’z pez ket aon! Me eo ar c’hentañ hag an diwezhañ,


Me eo an Alfa hag an Omega, ar penn-kentañ hag an diwezh, eme an Aotrou Doue, an hini a zo hag a oa hag a zeu, an Holl-C’halloudeg.


Ar re holl a chom war an douar a azeulo anezhañ, ar re n’eo ket skrivet o anvioù adalek krouidigezh ar bed el levr a vuhez eus an Oan a zo bet lakaet d’ar marv.


Lakaat a rin he bugale da vervel eus ar marv, hag an holl Ilizoù a ouezo penaos ez on an hini a furch al lounezhi hag ar c’halonoù. Reiñ a rin da bep hini ac’hanoc’h hervez e oberoù.


Lavarout a reas din: Graet eo. Me eo an Alfa hag an Omega, ar penn-kentañ hag an diwezh. D’an hini en deus sec’hed, e roin evit netra eus mammenn an dour a vuhez.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos