Ma chom c'hoazh un dekvedenn, e vint kuzumet d'o zro; met evel ma vir un dourmantinenn hag un dervenn o skosenn pa vezont diskaret, e teuio anezho ur skosenn, ul lignez santel.
Hag ez aint er-maez hag e welint korfoù marv an dud o devo pec'het em enep, rak o freñv ne varvo ket hag an tan ne vougo ket, hag e vint evit pep kig un dra euzhus.
Rak me a zo ganit, eme an AOTROU, evit da zieubiñ. Peurzistrujañ a rin an holl vroadoù am boa da stlabezet en o zouez, met te, ne zistrujin ket ac'hanout holl, da gastizañ a rin gant muzul, met ne'z talc'hin ket evit didamall.
Hag e pellain diouzh ho touez ar re zisent hag ar re en em sav a-enep din. O zennin diouzh ar vo emaint o chom, met ned aint ket war zouar Israel, hag e ouiot ez on me an AOTROU.
Un drederenn ac'hanout a varvo gant ar vosenn hag a vo kuzumet gant an naonegezh en da greiz; un drederenn a gouezho gant ar c'hleze tro-dro dit; un drederenn a stlabezin d'an holl avelioù, hag e tennin ar c'hleze war o lerc'h.
Startaat a raio un emglev gant meur a hini e-pad ur sizhunvezh, ha da hanter ar sizhun e raio paouez an aberzh hag an donezon, ha war askell an euzhusted e teuio ar glac'harer, betek ma teuio an diskar a zo bet divizet da gouezhañ war ar glac'haret.
Hag e tostain ouzhoc'h evit ar varnedigezh, hag ec'h hastin testeniañ a-enep ar sorserien, a-enep an avoultrerien, a-enep ar re a dou e gaou, ar re a zalc'h gopr al labourer, a wask an intañvez hag an emzivad, a noaz d'an diavaeziad, ha na zouj ket ac'hanon, eme AOTROU an armeoù.
Ar gêr vras a voe lodennet e teir lodenn ha kêrioù ar broadoù a voe diskaret. Doue en doe soñj eus Babilon vras evit reiñ dezhi hanaf gwin e gounnar daer.