4 Penuel a voe tad da C'hedor, hag Ezer da Husha. Ar re-se a oa mibien Hur, kentañ-ganet Efrata tad Betlehem.
Azuba a varvas ha Kaleb a gemeras Efrad, a c'hanas dezhañ Hur.
Ar re-mañ a voe mibien Kaleb: Shobal mab Hur kentañ-ganet Efrata tad Kirjad-Jearim,
Salma tad Betlehem, Haref tad Bet-Gader.
Mibien Salma a voe: Betlehem, an Netofatiz, Atrod, tiegezh Joab, Hazi-Menuod, ar Zoreianed.
E wreg Jehudija a c'hanas: Jered tad Gedor, Heber tad Soko, Jekutiel tad Zanoak. Ar re-se a voe mibien Bitja merc'h Faraon, a gemeras Mered da wreg.
Setu amañ ar re a zo deuet eus tad Etam: Jizreel, Jishma, Jidbash, anv o c'hoar a oa Hazelelponi.
Mont a rejont etrezek Gedor, betek sav-heol an draonienn, o klask peurvanoù evit o loened.
Ashur tad Tekoa en doe div wreg: Helea ha Naara.
Shaaraim, Aditaim, Gedera, Gederotaim. Ar c'hêrioù-se: pevarzek, gant o c'hêriadennoù.
An holl bobl a oa ouzh an nor, hag an henaourien a lavaras: Ni a zo testoù! Ra lakaio an AOTROU ar wreg a ya ez ti heñvel ouzh Rachel hag ouzh Lea, o deus savet o-div ti Israel! Bleugn en Efrata, ha ra vo brudet da anv e Betlehem!