Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




1 Samuel 23:23 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

23 Anavezit eta ha gouezit, e-touez an holl doulloù-kuzh-se, an hini emañ kuzhet e-barzh, ha neuze distroit da'm c'havout pa viot sur a gement-se, hag ez in ganeoc'h. Mard emañ er vro, e klaskin anezhañ gant evezh e-touez holl vilieroù Juda.

Ver Capítulo Copiar




1 Samuel 23:23
14 Referencias Cruzadas  

An AOTROU da Zoue a zo bev! N'eus na broad na rouantelezh ma n'en deus ket kaset va aotrou da'z klask. Ha pa veze lavaret: N'emañ ket amañ, e lakae da douiñ ar rouantelezh pe ar vroad na c'helled ket da gavout.


Neuze e lavaras: Kit, gwelit pelec'h emañ, hag e kasin da dapout anezhañ. Hag e voe lavaret dezhañ: Setu, emañ e Dotan.


En em zerc'hel a ra e ged tost d'ar c'hêriadennoù, lazhañ a ra an hini didamall el lec'hioù kuzhet, e zaoulagad a spi ar paour.


rak o zreid a red d'an droug, hag e hastont da skuilhañ gwad.


Ha te, Betlehem Efrata, bihan e-touez milieroù Juda, ac'hanout eo e teuio din an hini a zle bezañ penn en Israel, an hini a zeu eus an amzerioù kentañ, a-dal an deizioù a-holl-viskoazh.


Ha pa chome a-sav, e lavare: Distro, AOTROU, da zekviliadoù a vilieroù Israel!


Gouel ar Pask hag ar bara hep goell a dlee bezañ daou zevezh goude. Ar veleien vras hag ar skribed a glaske an doare da gregiñ ennañ dre droidell ha d’e lakaat d’ar marv.


Kit eta, taolit evezh, anavezit ha gouezit al lec'h ma laka e dreid, ha piv en deus e welet, rak lavaret eo bet din ez eo fin bras.


Sevel a rejont eta hag ez ejont da Zif, a-raok Saül. Met David hag e dud a oa e gouelec'h Maon, er blaenenn, e kreisteiz al lec'h distro.


Sell, va zad, sell ouzh pastell da vantell a zo em dorn. Peogwir em eus troc'het pastell da vantell ha ne'm eus ket lazhet ac'hanout, gouez hag anavez n'eus ennon na drougiezh na dislealded, ha ne'm eus ket pec'het a-enep dit. Ha te a red war-lerc'h va ene evit e dapout!


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos