Setu emañ bremañ kuzhet en ur poull bennak pe en ul lec'h all. Mar c’hoarvezfe e vefemp pilet ganto er penn kentañ, kement hini henn klevo a lavaro: Ar bobl aet war-lerc'h Absalom a zo bet pilet.
Anavezit eta ha gouezit, e-touez an holl doulloù-kuzh-se, an hini emañ kuzhet e-barzh, ha neuze distroit da'm c'havout pa viot sur a gement-se, hag ez in ganeoc'h. Mard emañ er vro, e klaskin anezhañ gant evezh e-touez holl vilieroù Juda.