Pa lakaas Doue ac'hanon da gantren pell eus ti va zad, e lavaris dezhi: Setu ar vadelezh a ri din, en holl lec'hioù ma'z aimp, lavar ac'hanon: Va breur eo.
David a gasas kannaded da gavout tud Jabez Galaad da lavarout dezho: Bezit benniget a-berzh an AOTROU, c'hwi hag a zo bet trugarezus e-keñver Saül hoc'h aotrou, hag o deus e sebeliet.
Selaouit komz an AOTROU, c'hwi a gren d'e gomz: Lavaret eo bet gant ho preudeur a gasa hag a zistaol ac'hanoc'h en abeg da'm anv: Ra ziskouezo an AOTROU e c'hloar! Gwelet e vo evit ho levenez, hag e vint mezhek.
He fennoù a varn evit profoù, hec'h aberzhourien a gelenn evit ur gopr, he frofeded a ziougan evit arc'hant, hag en em harpont war an AOTROU o lavarout: Ha n'emañ ket an AOTROU en hon touez? Ar gwalleur ne zeuio ket warnomp!
a lavaras d'e vamm: Ar mil kant pezh arc'hant a oa bet tapet dit, hag az poa distaget mallozhioù war o divout zoken ouzh va divskouarn, setu an arc'hant-se a zo etre va daouarn, me eo en doa e dapet. Neuze e vamm a lavaras: Ra vo benniget va mab gant an AOTROU.
Holl ac'hanoc'h hoc'h eus iriennet em enep, ha den ac'hanoc'h n'en deus lavaret din en deus va mab graet emglev gant mab Jese, ha den ac'hanoc'h n'eo bet poaniet eus va stad ha n'en deus lavaret din en deus va mab savet va servijer em enep, evit stegnañ pechoù din evel ma ra hiziv.