Abner a lavaras da Zavid: Sevel a rin hag ez in da zastum holl Israel e-kichen ar roue va aotrou, evit ma raint emglev ganit, hag e reni evel ma fell da'z ene. Ha David a lezas Abner da vont kuit, hag ez eas e peoc'h.
Pa'z aio ul Leviad eus unan eus da zorojoù, eus al lec'h ma vo o chom en Israel, ha ma teuio, hervez c'hoant e ene, el lec'h en devo dibabet an AOTROU,