Anavezit eta ha gouezit, e-touez an holl doulloù-kuzh-se, an hini emañ kuzhet e-barzh, ha neuze distroit da'm c'havout pa viot sur a gement-se, hag ez in ganeoc'h. Mard emañ er vro, e klaskin anezhañ gant evezh e-touez holl vilieroù Juda.
Neuze ez eas Saül hag e dud d'e glask, met lavaret e voe da Zavid a ziskennas ar roc'h hag a chomas e gouelec'h Maon. O vezañ anavezet kement-se, Saül a yeas war-lerc'h David e gouelec'h Maon.
E Maon e oa un den o kaout madoù e Karmel. Hag an den-mañ a oa pinvidik-meurbet, tri mil dañvad ha mil gavr a oa dezhañ. Hag e oa e Karmel evit touzañ e zeñved.