Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Koloseiz 1:17 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

17 Emañ a-raok pep tra, ha pep tra en em gendalc’h drezañ.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

17 Hen a zo araog pep tra, ha pep tra dreizhan a gendalc’h en he za.

Ver Capítulo Copiar




Koloseiz 1:17
19 Referencias Cruzadas  

En amzer merket ganin, e varnin gant eeunder.


Evel-henn e komz an AOTROU, Roue Israel hag e zasprener, AOTROU an armeoù: Me eo ar c'hentañ ha me eo an diwezhañ, ha n'eus Doue all ebet estregedon.


Ha te, Betlehem Efrata, bihan e-touez milieroù Juda, ac'hanout eo e teuio din an hini a zle bezañ penn en Israel, an hini a zeu eus an amzerioù kentañ, a-dal an deizioù a-holl-viskoazh.


Bremañ, Tad, ro gloar din ennout da-unan, eus ar gloar-se am boa ennout a-raok ma voe graet ar bed.


Jezuz a lavaras dezho: E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc’h, a-raok ma voe Abraham, emaon.


Rak ennañ eo hon eus ar vuhez, ar fiñv hag ar boud, evel m’o deus lavaret ivez hiniennoù eus ho parzhed: Rak anezhañ omp ivez al lignez.


koulskoude ni n’hon eus nemet un Doue hepken, an Tad, e teu an holl draoù dioutañ hag ez omp-ni evitañ, hag un Aotrou hepken, Jezuz-Krist, a zo an holl draoù drezañ hag emaomp-ni drezañ.


Eñ eo skeudenn an Doue diwelus, ar c’hentañ-ganet eus an holl grouadelezh.


Hemañ a zo splannder skedus e c’hloar hag heñvelder e bersonelezh, derc’hel a ra an holl draoù dre e c’her galloudek. Eñ en deus graet e-unan ar c’hlanidigezh eus hor pec’hedoù hag a zo en em azezet a-zehou d’ar Veurdez doueel el lec’hioù uhel meurbet.


Jezuz-Krist a zo an hevelep hini, dec’h, hag hiziv, ha da viken.


a lavare: Me eo an Alfa hag an Omega, ar c’hentañ hag an diwezhañ, ar pezh a welez, skriv eñ en ul levr ha kas anezhañ d’ar seizh Iliz a zo en Azia, da Efez, da Smirna, da Bergam, da Diatira, da Sardiz, da Filadelfia ha da Laodikea.


Pa welis anezhañ, e kouezhis d’e dreid evel marv. Lakaat a reas e zorn dehou warnon o lavarout din: Na’z pez ket aon! Me eo ar c’hentañ hag an diwezhañ,


Me eo an Alfa hag an Omega, ar penn-kentañ hag an diwezh, eme an Aotrou Doue, an hini a zo hag a oa hag a zeu, an Holl-C’halloudeg.


Skriv da ael Iliz Smirna: Setu ar pezh a lavar ar c’hentañ hag an diwezhañ, an hini a zo bet marv hag a zo deuet adarre d’ar vuhez:


Adsevel a ra ar paour eus ar poultr, tennañ a ra an ezhommeg diwar an teil, evit e lakaat da azezañ gant ar briñsed, hag e ro dezo da hêrezh un tron a c'hloar. Rak peulioù an douar a zo d'an AOTROU , ha lakaet en deus warno ar bed.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos