Amoz 9:11 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
11 En amzer-se ec'h adsavin tabernakl David a zo kouezhet, aozañ a rin ar freuzoù ha sevel an diskaroù, hag ec'h adsavin anezhañ evel ma oa en deizioù a-wechall,
Ha ne'c'h eus ket graet evel un harz en-dro dezhañ, en-dro d'e di, en-dro da gement a zo dezhañ? Benniget ec'h eus oberoù e zaouarn, hag e dropelloù o deus kresket war an douar.
Da re a adsavo dismantroù kozh, te a adaozo diazezoù rivinet abaoe ar rummadoù tremenet, anvet e vi an dreser freuzoù, an adaozer hentoù, evit ma vo kevannezus ar vro.
Hag e voe dalc'het soñj eus an deizioù a wechall, eus Moizez hag eus e bobl: Pelec'h emañ an hini en deus lakaet anezho da bignat eus ar mor gant mesaer e dropell? Pelec'h emañ an hini a lakaas en o c'hreiz e Spered-Santel,
Hag e lakain anezho etre daouarn ar re a glask o buhez, etre daouarn Nebukadnezar roue Babilon hag etre daouarn e servijerien, met goude-se, e vo annezet evel en deizioù gwechall, eme an AOTROU.
Holl wez ar parkeier a ouezo ez eo me an AOTROU am bo izelaet ar wezenn uhel, uhelaet ar wezenn izel, ha lakaet da zisec'hañ ar wezenn c'hlas ha da c'hlasaat ar wezenn sec'h. Me an AOTROU am eus komzet, hag ober a rin.
Liesaat a rin warnoc'h an dud hag al loened, a gresko hag a frouezho. Me a raio deoc'h bezañ o chom evel gwechall, hag e rin deoc'h muioc'h a vad eget en deroù, hag e ouiot ez on me an AOTROU.
Goude-se, mibien Israel a zistroio, hag e klaskint an AOTROU o Doue ha David o roue. Hag e teuint gant doujañs da gavout an AOTROU hag e vadelezh, en deizioù diwezhañ.
Ha te, Betlehem Efrata, bihan e-touez milieroù Juda, ac'hanout eo e teuio din an hini a zle bezañ penn en Israel, an hini a zeu eus an amzerioù kentañ, a-dal an deizioù a-holl-viskoazh.
Mesa da bobl gant da wialenn, tropell da hêrezh a zo o chom e-unan er goadeg e-kreiz ar C'harmel. Ra beurint e Basan hag e Galaad, evel en deizioù gwechall.
An holl vro a zeuio da vezañ evel ur blaenenn, eus Geba betek Rimmon e kreisteiz Jeruzalem. Ar gêr a vo uhelaet hag a chomo en he lec'h, eus dor Benjamin betek an nor Gentañ, betek dor ar C'herniel, hag eus tour Hananeel betek gwaskelloù ar Roue.