Ar bec'herien a zo spouronet e Sion, ar grenijenn he deus kroget ar re fall. Piv ac'hanomp a c'hello derc'hel gant un tan loskus? Piv ac'hanomp a c'hello derc'hel gant flammoù peurbadus?
Hag e lavaront: Deuit, ijinomp a-enep Jeremiaz un irienn, rak al lezenn ne vo ket kollet e ti an aberzhour, nag ar c'huzul e ti ar fur, nag ar gomz e ti ar profed. Deuit, skoomp warnañ gant an teod, ha na reomp van ebet ouzh e holl lavaroù.
Lavarout a reont hep paouez d'ar re am dispriz: An AOTROU en deus lavaret: Ar peoc'h ho po, ha d'an holl re a gerzh hervez kaleter o c'halon: Ne c'hoarvezo droug ebet ganeoc'h.
en abeg da-se, evel-henn e komz an AOTROU: Setu ez an da gastizañ Shemaja an Nekelamad hag e lignez; n'en devo den o chom e-touez ar bobl-mañ, ha ne welo ket ar mad a rin da'm fobl, eme an AOTROU, rak en deus prezeget an dispac'h a-enep an AOTROU.
Hag e pellain diouzh ho touez ar re zisent hag ar re en em sav a-enep din. O zennin diouzh ar vo emaint o chom, met ned aint ket war zouar Israel, hag e ouiot ez on me an AOTROU.
Setu, daoulagad an Aotrou AOTROU a zo war ar rouantelezh bec'herez-se, hag e tistrujin anezhi a-ziwar c'horre an douar. Koulskoude ne zistrujin ket holl di Jakob, eme an AOTROU.
He fennoù a varn evit profoù, hec'h aberzhourien a gelenn evit ur gopr, he frofeded a ziougan evit arc'hant, hag en em harpont war an AOTROU o lavarout: Ha n'emañ ket an AOTROU en hon touez? Ar gwalleur ne zeuio ket warnomp!
Koulskoude va c'homzoù ha va reolennoù am boa roet da'm servijerien ar brofeded, daoust ha n'o deus ket tizhet ho tadoù? Distroet int ha lavaret o deus: Kement en doa divizet AOTROU an armeoù ober deomp, hervez hon hentoù hag hon oberoù, en deus graet warnomp.
Rak setu e teu an deiz gwrezus evel ur forn; hag an holl re lorc'hus hag an holl re a ra an droug a vo evel plouz. An deiz-se a zo o tont hag o entano, eme AOTROU an armeoù, ha ne lezo ganto na gwrizienn na skourr.