Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Amoz 9:9 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

9 Rak setu ez an da reiñ va urzhioù, hag e hejin e-touez an holl vroadoù ti Israel, evel ma vez hejet an ed er c'hrouer, hep na gouezh ur c'hreunenn d'an douar.

Ver Capítulo Copiar




Amoz 9:9
14 Referencias Cruzadas  

En deiz-se e tiskaro an AOTROU ar frouezh, adalek red ar stêr Eufratez betek froud an Ejipt, hag e viot dastumet hini hag hini, o mibien Israel!


Dornañ a reer an ed, met ne wasker ket anezhañ dalc'hmat; bountañ a reer rod ar c'harr ha treid ar c'hezeg warnañ, hep flastrañ anezhañ.


e Spered a zo evel ur froud o tic'hlannañ, a dapo betek ar gouzoug, evit stlabezañ ar broadoù gant benveg an distruj; hag e vo lakaet ouzh javedoù ar pobloù ur brid d'o diankañ.


Mar deu ar reolennoù-se da baouez araozon, eme an AOTROU, gouenn Israel a baouezo ivez da vezañ ur vroad da viken.


Te eta, Jakob va servijer, na'z pez ket aon, eme an AOTROU, rak emaon ganit. Kas a rin da get an holl vroadoù am bo da gaset enno. Ne zistrujin ket ac'hanout holl, da gastizañ a rin gant muzul, koulskoude ne zalc'hin ket ac’hanout evit didamall.


Hag e kasin war Elam ar pevar avel eus pevar fenn an neñvoù, hag e stlabezin anezho gant an holl avelioù-se, ha ne vo ket ur vroad ma ne zeuio ket enni tec'hidi Elam.


Hag e pellain diouzh ho touez ar re zisent hag ar re en em sav a-enep din. O zennin diouzh ar vo emaint o chom, met ned aint ket war zouar Israel, hag e ouiot ez on me an AOTROU.


O stlabezet em eus e-touez ar broadoù, hag int bet strewet e meur a vro. O barnet em eus hervez o hent hag hervez o oberoù.


Hag e ouezint ez on me an AOTROU o Doue, pa em bo o degaset d'o bro hep ma chomo hini anezho war-lerc'h, goude ma'z int aet en harlu.


Tadoù a zebro o mibien en da greiz, ha mibien a zebro o zadoù. Evel-se e rin va barnedigezhioù a-enep dit, hag e stlabezin an nemorant d'an holl avelioù.


Un drederenn ac'hanout a varvo gant ar vosenn hag a vo kuzumet gant an naonegezh en da greiz; un drederenn a gouezho gant ar c'hleze tro-dro dit; un drederenn a stlabezin d'an holl avelioù, hag e tennin ar c'hleze war o lerc'h.


hag ho stlabezin e-touez ar broadoù hag e tennin ar c’hleze war ho lerc’h. Ho pro a vo dismantret hag ho kêrioù didud.


An Aotrou a lavaras ivez: Simon, Simon, setu, Satan en deus goulennet ho tremen dre ar c’hrouer evel ar gwinizh.


An AOTROU a stlabezo ac'hanout e-touez an holl bobloù, adalek penn an douar betek dibenn an douar, hag e serviji eno doueoù all na'z po ket anavezet, na te na da dadoù, koad ha maen.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos