Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Amoz 9:12 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

12 evit ma perc'hennint an nemorant eus Edom hag an holl bobloù m'eo bet galvet va anv warno, eme an AOTROU a ra kement-se.

Ver Capítulo Copiar




Amoz 9:12
17 Referencias Cruzadas  

Ra servijo pobloù ac'hanout ha ra stouo broadoù dirazout! Bez mestr da vreudeur ha ra stouo mibien da vamm dirazout! Ra vo milliget piv bennak az milligo, ha ra vo benniget piv bennak az pennigo!


Izaak a respontas hag a lavaras da Ezaü: Setu, e lakaet em eus da vestr dit ha roet em eus dezhañ e holl vreudeur evel servijerien hag e bourvezet em eus a winizh hag a win. Ha petra a rafen eta evidout, va mab?


Doue en deus komzet en e santual, hag e laouenain. Lodennañ a rin Sichem, hag e vuzuilhin traonienn Sukkod,


Nijal a raint war skoaz ar Filistined war-zu ar c'huzh-heol, a-gevret e preizhataint mibien ar sav-heol, astenn a raint o dorn war Edom ha Moab, mibien Ammon a vo dindano.


ar re holl a zo anvet dre va anv, ar re am eus krouet evit va gloar, ar re am eus stummet ha graet.


Ni a zo evel ar re na'c'h eus biskoazh renet warno, evel ar re n'int ket anvet eus da anv.


Klasket on bet gant ar re na'm goulennent ket, kavet on bet gant ar re na'm c'hlaskent ket, lavaret em eus d'ur vroad na oa ket anvet eus va anv: Setu-me amañ, setu-me amañ!


Perak e vefes evel un den sabatuet, evel un den kreñv na c'hell ket saveteiñ? Met te a zo en hor c'hreiz, o AOTROU! Da anv a zo galvet warnomp, na zilez ket ac'hanomp!


En em gavet eo da gomzoù, hag o debret em eus, ha da gomz a zo evidon joa ha levenez va c'halon. Rak da anv a zo galvet warnon, AOTROU, Doue an armeoù.


Gwerzhañ a rin ho mibien hag ho merc'hed da vibien Juda, hag int o gwerzho d'ar Sabeaned, da ur bobl bell, rak an AOTROU en deus komzet.


Mar lavar Edom: Distrujet omp, met adsevel a raimp an dismantroù! Evel-henn e komz AOTROU an armeoù: Sevel a raint, met me a ziskaro, hag e vint anvet: bro an drougiezh, ar bobl ma'z eo kounnaret an AOTROU en hec'h enep da viken.


evit ma vo klasket an Aotrou gant an nemorant eus an dud ha gant an holl vroadoù ma’z eo galvet va anv warno, eme an Aotrou en deus graet an holl draoù-mañ.


E holl oberoù a zo anavezet gant Doue a bep amzer.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos