Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Amoz 9:13 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

13 Setu, an deizioù a zeu, eme an AOTROU, ma vo tost al labourer-douar ouzh ar meder, hag an hini a jaodr ouzh an hader, hag e tivero ar menezioù gant gwin, hag e strilho an holl grec'hiennoù.

Ver Capítulo Copiar




Amoz 9:13
15 Referencias Cruzadas  

Stagañ a ra e azen ouzh ar winienn, hini bihan e azenez ouzh ar c'hef-gwini dibabet. Gwalc'hiñ a ra e zilhad er gwin, e vantell e gwad ar rezin.


Ar menezioù a deuz evel koar dirak an AOTROU, dirak Aotrou an douar holl.


Ar joa hag al levenez o deus tec'het eus ar parkeier druz, ken a gan er gwiniennoù, ken a griadennoù a levenez, ken a flastrer evit jaodriñ ar gwin er beolioù, lakaet em eus da baouez ar c'hriadennoù laouen.


E-lec'h spern e kresko siprez, e-lec'h drez e kresko meurta, ha kement-se a vo evit an AOTROU ur c'hloar, un arouez peurbadus na vo ket dilamet.


Bez' e vint o chom ennañ e surentez, hag e savint tiez, hag e plantint gwini. Ya, bez' e vint o chom ennañ e surentez, pa em bo graet va barnedigezhioù a-enep ar re a zo tro-dro dezho hag o dispriz, e ouezint ez on me an AOTROU o Doue.


Hag e vo lavaret: An douar glac'haret-mañ a zo deuet evel liorzh Eden, hag ar c'hêrioù gwastet, glac'haret ha distrujet-mañ a zo kreñvaet ha tudet.


Al leurioù a vo leun a winizh, hag ar beolioù a fenno a win hag a eoul.


En deiz-se e tevero ar menezioù a win, al laezh a ruilho war ar c'hrec'hiennoù, an dour a redo en holl wazhioù Juda. Un eienenn a zeuio er-maez eus ti an AOTROU hag a zouraio traonienn Sitim.


Met Juda a vo annezet da viken, ha Jeruzalem a oad da oad.


dornerezh ar greun a bado ganeoc’h betek ar vendem, hag ar vendem betek an here; debriñ a reot bara d’ho kwalc’h hag e chomot e surentez en ho pro;


An Aotrou AOTROU an armeoù a stok ouzh an douar, hag e teuz, hag e holl annezidi a zo e kañv. Evel ur stêr e tic'hlann en e bezh hag e koazh, evel stêr an Ejipt.


Ha ne lavarit ket ez eus c’hoazh pevar miz ac’han d’an eost? Setu, me a lavar deoc’h: Savit ho taoulagad ha sellit ouzh ar maezioù a wenna dija evit an eost.


ar menezioù a gouezhas en o foull dirak an AOTROU, ar Sinai zoken dirak an AOTROU Doue Israel.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos