Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Izaia 11:1 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

1 Dont a raio eus kef Jese ur bount, ur vroustenn a gresko diwar e wrizioù.

Ver Capítulo Copiar




Izaia 11:1
26 Referencias Cruzadas  

Doue Israel en deus lavaret, Roc'h Israel en deus komzet drezon: An hini a ren e-touez an dud gant reizhder, an hini a ren gant doujañs-Doue,


Boaz a voe tad da Obed. Obed a voe tad da Jese.


Disklêriañ a raint gloar da rouantelezh, hag e lavarint da c'halloud,


En deiz-se gwrizienn Jese a vo evel ur banniel savet evit ar pobloù; ar broadoù a glasko anezhi, hag he chomlec'h a vo glorius.


En deiz-se e vo diwan an AOTROU kaer ha glorius, ha frouezh an douar brav ha dispar, evit ar re a zo en em dennet eus Israel.


Kresket en deus dirazañ evel ur vroustenn, evel ur wrizienn o tont eus un douar disec'h. N'en deus na neuz na kaerder da zedennañ ar sell, na doare da zegas c'hoant.


Ma chom c'hoazh un dekvedenn, e vint kuzumet d'o zro; met evel ma vir un dourmantinenn hag un dervenn o skosenn pa vezont diskaret, e teuio anezho ur skosenn, ul lignez santel.


Kreskiñ e c'halloud, reiñ ur peoc'h diziwezh da dron David ha d'e rouantelezh, evit en startaat hag en harpañ er varnedigezh hag er reizhder, adalek bremañ ha da viken, gred AOTROU an armeoù a raio kement-se.


An Aotrou en deus kaset ur gomz da Jakob, kouezhet eo war Israel.


Setu e teu an deizioù, eme an AOTROU, ma savin da Zavid un diwan reizh, a reno evel ur roue, a raio berzh, a raio hervez ar varnedigezh hag ar reizhder war an douar.


En deizioù-se, en amzer-se, e tiwano da Zavid un diwan a reizhder, a raio er vro hervez ar varnedigezh hag ar reizhder.


Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Kemer a rin va-unan brank uhelañ ar sedrezenn brasañ, hag e plantin anezhañ. Eus penn e skourroù e troc'hin unan tener a blantin war ur menez uhel ha savet.


Hag e vint o chom er vro am eus roet da Jakob va servijer, ma'z eo bet o chom enni ho tadoù. Bez' e vint o chom enni, int, o mibien ha mibien o mibien, da viken, ha David va servijer a vo o friñs da viken.


Ha te, Betlehem Efrata, bihan e-touez milieroù Juda, ac'hanout eo e teuio din an hini a zle bezañ penn en Israel, an hini a zeu eus an amzerioù kentañ, a-dal an deizioù a-holl-viskoazh.


Selaou eta, Jozue an aberzhour-meur, te ha da genseurted azezet dirazout, rak tud int da servijañ da skouerioù. Setu ez an da lakaat da zont va servijer an Diwan.


Komz dezhañ o lavarout: Evel-henn e komz AOTROU an armeoù: Setu un den a zo Diwan e anv, a ziwano eus e lec'h hag a savo templ an AOTROU.


Levr lignez Jezuz-Krist, Mab David, Mab Abraham.


Izaia a lavar ivez: Dont a raio eus Jese ur wrizienn hag a savo da ren war ar broadoù, hag ar broadoù a espero enni.


Sklaer eo penaos hon Aotrou a zo deuet eus Juda, meuriad n’en deus lavaret Moizez netra diwar e benn e-keñver ar velegiezh.


Me Jezuz, am eus kaset va ael evit rentañ deoc’h testeni eus an traoù-mañ en Ilizoù. Me eo gwrizienn ha lignez David, steredenn lugernus ar beure.


Unan eus an henaourien a lavaras din: Na ouel ket. Setu, al leon a zo eus meuriad Juda, gwrizienn David, en deus trec’het evit digeriñ al levr ha dieren ar seizh siell anezhañ.


An amezegezed a roas dezhañ un anv, en ur lavarout: Ganet ez eus ur mab da Naomi, hag e c'halvjont anezhañ Obed. Eñ a voe tad Jese, tad David.


Saül a lavaras: Den yaouank, da biv out mab? David a respontas: Me a zo mab da'z servijer Jese eus Betlehem.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos