Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Mika 5:1 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

1 Bremañ dastum da vagadoù, merc'h ar bagadoù. Lakaet eo ar seziz a-enep deomp. Gant ar wialenn e skoont war jod barner Israel.

Ver Capítulo Copiar




Mika 5:1
35 Referencias Cruzadas  

Rachel a varvas eta; ha sebeliet e voe war hent Efrata, a zo Betlehem.


Ar walenn ne vo ket pellaet diouzh Juda na bazh al lezenner eus etre e dreid, betek ma teuio ar Shilo, dezhañ sentidigezh ar pobloù!


Neuze Sedesia mab Kenaana a dostaas hag a skoas gant Mika war e jod, en ur lavarout: Dre beseurt hent eo pellaet Spered an AOTROU diouzhin evit komz ouzhit?


An AOTROU a gasas a-enep dezhañ soudarded eus Kaldea, soudarded eus Siria, soudarded eus Moab, ha soudarded eus Ammon. O c'has a reas a-enep Juda evit e zistrujañ, hervez ar gomz en doa disklêriet an AOTROU dre e servijerien.ar brofeded.


Warnon o deus digoret o genoù, skoet o deus war va divjod evit va dismegañsiñ, en em zastum a reont holl a-gevret em enep.


Adalek ar beurbadelezh ez on bet diazezet, adalek ar penn-kentañ, a-raok ma oa an douar.


Kas a rin anezhi a-enep ur vroad pilpous, hag e roin dezhi ur garg a-enep pobl va c'hounnar, evit skrapat, evit preizhata, evit mac'hañ anezho evel fank ar straedoù.


Rak an AOTROU eo hor barner, an AOTROU eo hol lezennour, an AOTROU eo hor roue, eñ eo a savetaio ac'hanomp.


Gouzañvit, pobloù, ha bezit bruzunet! Roit ho skouarn, c'hwi holl eus broioù pell! Prientit ha bezit bruzunet, prientit ha bezit bruzunet!


Rak ur bugel a zo ganet deomp, ur mab a zo roet deomp, ar galloud a zo bet lakaet war e zivskoaz, ha galvet e vo: Burzhudus, Kuzulier, Doue kreñv, Tad peurbadus, Priñs ar peoc'h.


setu e kasin hag e kemerin holl bobloù an hanternoz, eme an AOTROU, ha Nebukadnezar roue Babilon va servijer, hag o lakain da zont a-enep ar vro-mañ hag a-enep hec'h holl dud hag a-enep an holl vroadoù tro-dro. Hag o lakain da verz, hag e rin anezho ur glac'har hag ur goapaerezh, ur gouelec'h peurbadus.


Al leon a bign er-maez eus e doull, distrujer ar broadoù a zo o kerzhout, deuet eo kuit eus e lec'h, evit ober eus da vro ur glac'har. Da gêrioù a vo distrujet, ha ne vo den o chom enno.


Kinnig a ra e jod d'an hini a sko warnañ, e walc'h en deus a zismegañs.


A-dammoù, a-dammoù, a-dammoù, me a lakaio anezhi. Met kement-se ne c'hoarvezo nemet pa zeuio an hini en deus ar varnedigezh am bo roet dezhañ.


Mab an den, skriv anv an deiz-mañ evidout da-unan, ya an deiz-mañ, rak roue Babilon a dosta ouzh Jeruzalem en deiz-mañ.


Anavez eta ha kompren: Adalek ermaeziadenn ar gomz o kemenn distreiñ hag adsevel Jeruzalem, betek ar Mesiaz, ar Priñs, e vo seizh sizhun ha div sizhun ha tri-ugent. Ar straedoù hag ar c'hleuzioù a vo adsavet, met en un amzer fall.


Embannit kement-mañ e-touez ar broadoù: Kempennit ar brezel, dihunit an dud kreñv, ra dostaio ha ra bigno an holl dud a vrezel!


Distrujañ a rin ar varnerien eus e greiz, hag e lazhin e holl briñsed gantañ, eme an AOTROU.


Rak setu, emaon o vont da sevel a-enep deoc'h ar Galdeiz, ar bobl kriz ha taer-se, a red a-dreuz plaenennoù bras an douar evit perc’hennañ chomadurioù n'int ket dezhi.


Klevet em eus ha va c'hreizon a zo strafuilhet, d'ar vouezh-mañ va muzelloù a spouron. Ar breinadur a ya e-barzh va eskern, hag e krenan dindanon, dre ma tlean gortoz didrouz deiz an enkrez, pa bigno a-enep ar bobl an hini he zapo.


Neuze e krañchjont ouzh e zremm hag e rojont taolioù-dorn dezhañ, ha re all a roe karvanadoù dezhañ


O vezañ krañchet outañ, e kemerjont ar gorzenn hag e skojont ganti war e benn.


Met me a lavar deoc’h: Na enebit ket ouzh an hini drouk. D’an hini a sko ac’hanout war ar jod dehou, tro eben outañ.


P’en doa lavaret kement-se, unan eus ar serjanted a oa eno a roas ur c’harvanad da Jezuz en ur lavarout: Evel-se eo e respontez d’ar beleg-meur?


hag e lavarent dezhañ: Salud, Roue ar Yuzevien! Hag e roent taolioù-dorn dezhañ.


Ar beleg-meur Ananiaz a c’hourc’hemennas d’ar re a oa tost dezhañ skeiñ anezhañ war e c’henoù.


Mar deu unan bennak d’ho mestroniañ, d’ho lonkañ, da gregiñ ennoc’h, mar en em uhela, pe mar sko ac’hanoc’h war ho tremm, e c’houzañvit anezhañ.


An AOTROU a lakaio da sevel a-enep dit eus pell, eus pennoù an douar, ur bobl a nijo avel an erer, ur bobl na gompreni ket he yezh,


Ur repu eo an Doue a zo a bep amzer, dindan e zivrec'h peurbadus. Kaset en deus kuit a-zirazout an enebour, hag en deus lavaret: Distruj!


Bez' e oa un den yaouank e Betlehem Juda, eus kerentiezh Juda, a oa Leviad hag a oa o chom eno.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos