Hag e stagas da gomz ar roue o lavarout d'an den Doue: Galv, mar plij, an AOTROU da Zoue, ha ped evidon evit ma c'hello va dorn dont en-dro din. Hag an den Doue a c'halvas an AOTROU, ha dorn ar roue a c'hellas distreiñ dezhañ, evel ma voe diagent.
Jeremiaz 42:2 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned hag a lavaras d'ar profed Jeremiaz: Degemer mat hon aspedenn, ha ped an AOTROU da Zoue evidomp, evit an nemorant a zo chomet amañ! Rak eus kalz, omp chomet nebeut, evel ma wel da zaoulagad. |
Hag e stagas da gomz ar roue o lavarout d'an den Doue: Galv, mar plij, an AOTROU da Zoue, ha ped evidon evit ma c'hello va dorn dont en-dro din. Hag an den Doue a c'halvas an AOTROU, ha dorn ar roue a c'hellas distreiñ dezhañ, evel ma voe diagent.
Faraon a lavaras: Me ho lezo da vont da aberzhiñ d'an AOTROU ho Toue er gouelec'h, nemet ned eot ket pell. Pedit evidon.
Pedit an AOTROU , ha ma ne vo ken na kurunadoù na grizilh; me ho lezo da vont ha c'hwi ne chomot ket pelloc'h.
Pa'c'h astennit ho taouarn, me a guzh va daoulagad ouzhoc'h. Pa liesait ho pedennoù, ne selaouan ket, ho taouarn a zo leun a wad.
Ma n'en dije ket AOTROU an armeoù lezet ganeomp un nemorant bihan, e vijemp deuet evel Sodom, heñvel ouzh Gomora.
Marteze an AOTROU da Zoue en deus klevet komzoù Rabshake, kaset gant roue Asiria e vestr da zismegañsiñ an Doue bev, ha marteze an AOTROU da Zoue a gastizo ar c'homzoù en deus klevet. Gra sevel eta ur bedenn evit an nemorant a zo manet c'hoazh.
Gwelout a rit kalz a draoù met ne daolit ket evezh, ho tivskouarn a zo digor met ne glevit netra.
Hag an AOTROU a lavar: Ha ne virin ket ac'hanout evit ar mad? Ha ne rin ket d'an enebour pediñ ac'hanout en amzer ar glac'har hag en amzer an estrenvan?
a lavar d'ar c'hoad: Te eo va zad, ha d'ar maen: Va ganet ec'h eus. Troet o deus o c'hein ouzhin ha nann o dremm, hag en amzer o gwalleur e lavaront: Sav ha savete ac'hanomp!
Goulennata evidomp an AOTROU, rak Nebukadnezar roue Babilon a ra brezel a-enep deomp. Marteze e raio an AOTROU evidomp unan bennak eus e vurzhudoù, evit ma pellaio diouzhimp.
Marteze o fedenn a vo degemeret gant an AOTROU, hag e tistroio pep hini diwar e hent fall, rak kounnar ha fulor en deus an AOTROU disklêriet a-enep ar bobl-mañ a zo bras.
Ha bremañ mar plij, selaou, o aotrou roue! Ra vo va fedenn degemeret mat ganit! Na'm c'has ket en-dro da di Jonatan ar skrib, gant aon na varvfen eno.
Koulskoude ar roue Sedesia a gasas Jukal mab Shelemia ha Sofonia mab Maaseja an aberzhour da gavout Jeremiaz ar profed ha da lavarout dezhañ: Erbed evidomp e-kichen an AOTROU hon Doue.
Ar roue Sedesia a gasas da gerc'hat ar profed Jeremiaz hag a reas dezhañ dont dirazañ d'an deirvet dor eus ti an AOTROU. Ar roue a lavaras da Jeremiaz: Un dra am eus da c'houlenn ouzhit, na guzh ouzhin netra!
Johanan mab Kareak a gomzas ouzh Gedalia e kuzh e Mizpa, o lavarout: Va lez mont da skeiñ war Ismael mab Netania, hep na ouezo den. Perak e lamfe da vuhez diganit? Perak an holl Yuzevien a zo deuet da'z kavout a vefe stlabezet, hag ez afe da get an nemorant eus Juda?
Rak en em douellet hoc'h eus hoc'h-unan pa hoc'h eus va c'haset etrezek an AOTROU ho Toue o lavarout: Ped evidomp an AOTROU hon Doue, ha disklêr deomp kement a lavaro an AOTROU hon Doue, hag e raimp kement-se.
Penaos ez eo azezet hec'h-unan ar gêr ken poblet! An hini a oa bras e-touez ar broadoù a zo evel un intañvez. An hini a oa un itron e-touez ar proviñsoù a zo deuet un druajadez.
Koulskoude e lezin un niver bihan a dud anezho, a dec'ho dirak ar c'hleze, dirak an naonegezh ha dirak ar vosenn, evit ma tisklêriint o holl euzhusterioù e-touez ar broadoù ma'z aint enno, hag e ouezint ez on me an AOTROU.
Ha dre ma prenont e-touez ar broadoù, ez an bremañ d'o dastum, ha prestik e vihanaint dindan bec'h roue ar pennoù-bras.
kas a rin a-enep deoc’h al loened gouez a skrapo ho pugale, a zistrujo ho chatal, a nebeutaio ac’hanoc’h, hag e vo didud ho hentoù.
Ha pa voe echu dezho da zebriñ geot an douar, e lavaris: Aotrou AOTROU, pardon, me az ped! Penaos e padfe Jakob, rak bihan eo?
Ha ma ne vije ket bet berraet an deizioù-se, den ebet ne vije salvet. Met abalamour d’ar re zibabet, an deizioù-se a vo berraet.
Simon a respontas: Pedit c’hwi an Aotrou evidon, evit na c’hoarvezo netra din eus ar pezh hoc’h eus lavaret.
C'hwi a chomo e niver bihan, el lec'h ma oac'h niverus evel stered an neñv, dre ma ne'z po ket sentet ouzh mouezh an AOTROU da Zoue.
Evel m'en doa an AOTROU plijadur oc'h ober vad deoc'h hag o kreskiñ ac'hanoc'h, evel-se en devo an AOTROU plijadur o koll ac'hanoc'h hag o tistrujañ ac'hanoc'h, hag e viot tennet eus ar vro ez i d'he ferc'hennañ.
An AOTROU a stlabezo ac'hanoc'h e-touez ar broadoù, ha ne vanot nemet un niver bihan e-touez ar pobloù e-lec'h ma kaso an AOTROU ac’hanoc’h.
Anzavit ho faotoù an eil d’egile ha pedit an eil evit egile, evit ma viot yac’haet. Pedenn c’hredus an den reizh he deus ur galloud bras.
Hag an holl bobl a lavaras da Samuel: Ped an AOTROU da Zoue evit da servijerien, evit na varvimp ket. Rak ouzhpennet hon eus d'hon holl bec'hedoù ar fallagriezh da vezañ goulennet ur roue evidomp.
Evidon-me, pell diouzhin a bec'hiñ a-enep an AOTROU hag a baouez da bediñ evidoc'h. Met kelenn a rin deoc'h an hent mat hag eeun.
Mibien Israel a lavaras da Samuel: Na baouez ket da grial evidomp etrezek an AOTROU hon Doue, evit ma tieubo ac'hanomp eus dorn ar Filistined.