Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Klemmganoù 1:1 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

1 Penaos ez eo azezet hec'h-unan ar gêr ken poblet! An hini a oa bras e-touez ar broadoù a zo evel un intañvez. An hini a oa un itron e-touez ar proviñsoù a zo deuet un druajadez.

Ver Capítulo Copiar




Klemmganoù 1:1
38 Referencias Cruzadas  

Salomon a rene war an holl rouantelezhioù adalek ar stêr betek bro ar Filistined ha betek harzoù an Ejipt. Degas a raent profoù, hag e voent sujet dezhañ e-pad holl amzer e vuhez.


Faraon Neko a ereas anezhañ e Ribla e bro Hamad, evit ma ne renje ken e Jeruzalem. Hag e lakaas war ar vro un taos a gant talant arc'hant hag un talant aour.


Jojakim a roas an arc'hant hag an aour da Faraon. Tailhoù a lakaas war ar vro evit kavout an arc'hant-se, hervez gourc'hemenn Faraon. Goulenn a reas digant tud ar vro an arc'hant hag an aour, hervez leve pep hini, da reiñ da Faraon Neko.


Hag e rene war an holl rouaned adalek ar stêr betek bro ar Filistined ha betek harzoù an Ejipt.


Hag ez eus bet ivez rouaned galloudus e Jeruzalem, hag o deus renet war an tiriadoù en tu all d'ar stêr, hag e veze paeet dezho truajoù, tailhoù ha gwirioù tremen.


Hag e oa ivez darn all hag a lavare: Amprestet hon eus arc'hant evit tailhoù ar roue, war hor parkeier ha war hor gwini.


Hag e ro gant fonnder d'ar rouaned ac'h eus lakaet warnomp en abeg d'hor pec'hedoù. Mestroniañ a reont hor c'horfoù hag hol loened, evel ma plij dezho, en doare ma'z omp en un enkrez bras.


Di eo e pign ar meuriadoù, meuriadoù an AOTROU, ar pezh a zo un testeni en Israel, evit meuliñ anv an AOTROU.


Penaos ez out kouezhet eus an neñvoù, o sterenn lugernus, o mab ar gouloù-deiz? Penaos ez out bet diskaret d'an douar, te hag a vac'he ar broadoù?


Kêr drouzus, leun a safar, kêr laouen! Da re varv n'int ket lazhet gant ar c'hleze, n'int ket lazhet en emgann.


He dorojoù a huanado hag a vo er c'hañv, ha, glac'haret, ec'h azezo d'an douar.


Hag e lavari ez kalon: Piv en deus roet ar vugale-mañ din? Kollet em boa va bugale hag e oan en distro, divroet ha dalc'het, piv en deus desavet ar re-mañ?


An Aotrou AOTROU en deus digoret va skouarn, ha ne'm eus ket enebet, ne'm eus ket kilet en a-dreñv.


Hej ar boultrenn diwarnout, sav, Jeruzalem! Distag ereoù da c'houzoug, merc'h Sion, sklavez!


Pegen kaer eo war ar menezioù treid an hini a zegas keleier mat, a embann ar peoc'h, a zegas keleier mat diwar-benn ar gwellañ, a embann ar silvidigezh, hag a lavar da Sion: Emañ da Zoue o ren!


Na'z pez ket aon, ne vi ket dismegañset ha ne vi ket mezhekaet, rak ne vi ken displetaet, met ec'h ankounac'hai mezh da yaouankiz, ne'z po ken a soñj eus dismegañs da intañvelezh.


Evel-henn e komz an AOTROU: Kanit gant levenez evit Jakob, youc'hit evit penn ar broadoù! Roit da glevout, meulit ha lavarit: AOTROU, dieub da bobl, an nemorant eus Israel!


Gedalia mab Ahikam mab Shafan a douas dezho ha d'o zud, o lavarout: N'ho pet ket aon da servijañ ar Galdeiz, chomit er vro ha servijit roue Babilon, hag ez aio mat an traoù ganeoc'h.


hag a lavaras d'ar profed Jeremiaz: Degemer mat hon aspedenn, ha ped an AOTROU da Zoue evidomp, evit an nemorant a zo chomet amañ! Rak eus kalz, omp chomet nebeut, evel ma wel da zaoulagad.


Evel-henn e komz AOTROU an armeoù, Doue Israel: Gwelet hoc'h eus an holl zroug am eus graet dont war Jeruzalem ha war holl gêrioù Juda. Ha setu emaint hiziv ur gouelec'h, n'eus den o chom enno,


Neuze va c'hounnar ha va fulor a zo bet skuilhet, hag o deus entanet kêrioù Juda ha straedoù Jeruzalem, a zo deuet da vezañ ur gouelec'h hag ur glac'har, evel ma vez gwelet hiziv.


Penaos eo bet torret, freuzet, morzhol an douar a-bezh! Penaos eo deuet Babilon un dismantr e-touez ar broadoù!


Hag e rin eus Jeruzalem dismantroù, eno e vo toulloù evit an aourgon, treiñ a rin kêrioù Juda e lec'hioù dilaosket, hep den o chom enno.


Galvet em eus va mignoned, met va zouellet o deus. Va aberzhourien ha va henaourien a zo marvet e kêr. Klask a raent boued evit adkavout o buhez.


Penaos en deus an AOTROU en e gounnar goloet gant ur goumoulenn merc'h Sion? Taolet en deus eus an neñvoù d'an douar splannder Israel. Da zeiz e gounnar n'en deus ket bet soñj eus skabell e dreid.


Henaourien merc'h Sion a zo azezet dilavar war an douar. Lakaet o deus poultr war o fenn, gourizet int a seier. Gwerc'hezed Jeruzalem a stou o fenn etrezek an douar.


Penaos eo teñvalaet an aour ha kemmet an aour glan? Penaos eo stlabezet mein ar santual e kognoù pep straed?


Kurunenn hor penn a zo kouezhet. Gwalleur deomp, rak pec'het hon eus.


Holl briñsed ar mor a ziskenno diwar o zron, lemel a raint o mantilli, hag e tiwiskint o dilhad a vroderezh. Hag e wiskint ar spont, hag ec'h azezint war an douar, ha da bep mare e krogo ar spont enno; skoet e vint gant an aon en abeg dit.


Mab an den, peogwir he deus lavaret Tir a-enep Jeruzalem: A! A! torret eo dor ar pobloù, treiñ a reer etrezek ennon, me en em leunio, gwastet eo,


Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Setu ar Jeruzalem-mañ am boa lakaet e-kreiz ar broadoù hag ar broioù a zo en-dro dezhi.


Lakaat a rin ho kêrioù didud, distrujañ a rin ho santualioù ha ne ruflin ken c’hwezh hoc’h ezañs,


hag ho stlabezin e-touez ar broadoù hag e tennin ar c’hleze war ho lerc’h. Ho pro a vo dismantret hag ho kêrioù didud.


Hounnezh eo ar gêr laouen a veve e surentez, hag a lavare en he c'halon: Me ha netra nemedon! Penaos eo deuet da vezañ ur gouelec'h, un toull evit al loened? Piv bennak a dremeno e-biou dezhi a c'hwitello hag a hejo e zorn.


Kement ha ma’z eo en em roet el lorc’h ha ma’z eo en em veuzet er plijadurioù, roit dezhi kement all da c’houzañv a estrenvan hag a c’hlac’har. Pa lavar en he c’halon: Azezet on da rouanez, n’on ket intañvez ha ne welin ket ar c’hañv,


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos