Jeremiaz 37:20 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
20 Ha bremañ mar plij, selaou, o aotrou roue! Ra vo va fedenn degemeret mat ganit! Na'm c'has ket en-dro da di Jonatan ar skrib, gant aon na varvfen eno.
Gouezit hepken mar lakait ac'hanon d'ar marv, e lakaiot gwad didamall warnoc'h, war ar gêr-mañ, war he zud. Rak e gwirionez en deus va c'haset an AOTROU etrezek ennoc'h evit disklêriañ ouzh ho tivskouarn ar c'homzoù-mañ.
Marteze o fedenn a vo degemeret gant an AOTROU, hag e tistroio pep hini diwar e hent fall, rak kounnar ha fulor en deus an AOTROU disklêriet a-enep ar bobl-mañ a zo bras.
hag a lavaras d'ar profed Jeremiaz: Degemer mat hon aspedenn, ha ped an AOTROU da Zoue evidomp, evit an nemorant a zo chomet amañ! Rak eus kalz, omp chomet nebeut, evel ma wel da zaoulagad.