Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Jeremiaz 37:19 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

19 Pelec'h emañ ho profeded a brofede deoc'h o lavarout: Roue Babilon ne zeuio ket a-enep deoc'h, nag a-enep ar vro-mañ?

Ver Capítulo Copiar




Jeremiaz 37:19
16 Referencias Cruzadas  

Elizea a lavaras da roue Israel: Petra 'zo etre me ha te? Kae etrezek profeded da dad ha profeded da vamm! Ha roue Israel a lavaras dezhañ: Nann, rak an AOTROU en deus galvet an tri roue-mañ evit o lakaat etre daouarn Moab.


Pelec'h emañ an doueoù ac'h eus graet? Ra savint, mar gellont da saveteiñ en amzer da walleur. Rak da zoueoù, o Juda, a zo ken niverus ha da gêrioù!


Lavarout a reont hep paouez d'ar re am dispriz: An AOTROU en deus lavaret: Ar peoc'h ho po, ha d'an holl re a gerzh hervez kaleter o c'halon: Ne c'hoarvezo droug ebet ganeoc'h.


Kas da lavarout ar gerioù-se d'an harluidi: Evel-henn e komz an AOTROU a-zivout Shemaja an Nekelamad: Shemaja en deus profedet deoc'h, ha ne'm eus ket e gaset, met ho lakaet en deus da fiziout er gaou,


Louzaouet o deus gouli merc'h va fobl diwar skañv, en ur lavarout: Peoc'h! Peoc'h! Ha n'eus ket a beoc'h.


Louzaouet o deus gouli merc'h va fobl diwar skañv, en ur lavarout: Peoc'h! Peoc'h! Ha n'eus ket a beoc'h.


Da brofeded o deus bet evidout gweledigezhioù gaouiat hag aner. N'o deus ket dizoloet dit da zrougiezh evit distreiñ da harlu. Met diouganet o deus traoù faos ha touellus.


Mab an den, profediñ a ri a-enep profeded Israel a zo o profediñ. Lavar d'ar re a zo o profediñ hervez o c'halon o-unan: Selaouit komz an AOTROU:


O gweledigezhioù a zo aner hag o diouganoù touellus, pa lavaront: Disklêriet en deus an AOTROU! Met n'en deus ket an AOTROU kaset anezho, ha lakaet o deus da esperout e vefe sevenet o c'homz.


a zebre lard o aberzhoù, hag a eve gwin o evadkinnigoù? Ra savo! Ra o sikouro! Ra vo warno o gwarez!


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos