Jeremiaz 37:18 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
18 Jeremiaz a lavaras d'ar roue Sedesia: E petra em eus pec'het a-enep dit, a-enep da servijerien hag a-enep ar bobl-mañ, evit va lakaat en toull-bac'h?
Jakob a yeas droug ennañ hag a dabutas gant Laban. Jakob a gemeras ar gomz hag a lavaras: Pehini eo va faot, pehini eo va fec'hed, evit ma ec'h eus va c'henredet gant kement a daerded?
Ezekiaz roue Juda hag holl dud Juda, hag en lakajont d'ar marv? Ha n'en deus ket doujet an AOTROU? Ha ne bedas ket an AOTROU? Ha keuz en deus bet an AOTROU d'an droug en doa lavaret en hoc'h enep. Ha ni, hag e kargimp hon eneoù eus un torfed ken bras?
Va Doue en deus kaset e ael, en deus serret genoù al leoned, ha n'o deus graet poan ebet din, rak on bet kavet didamall dirazañ. Ha dirazout ivez, o roue, ne'm eus graet droug ebet.
Mar em eus graet un dra fall pe un torfed bennak dellezek a varv, ne nac’han ket mervel, met ma n’eus netra gwirion en traoù a damallont din, den ne c’hell va lakaat etre o daouarn. Me a c’halv da Gezar.