Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Jeremiaz 42:1 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

1 Neuze holl bennoù ar strolladoù, Johanan mab Kareak, Jezania mab Hoshea, hag an holl bobl, adalek ar bihanañ betek ar brasañ, a dostaas,

Ver Capítulo Copiar




Jeremiaz 42:1
25 Referencias Cruzadas  

Holl bennoù an dud a vrezel hag o zud a glevas en doa roue Babilon lakaet Gedalia mab Ahikam da c'houarnour. Neuze e teujont da gavout Gedalia e Mizpa: Ismael mab Netania, Johanan mab Kareak, Seraja mab Tanumed an Netofatad, Jaazania mab ur Maakatian, int hag o zud.


Lavaret en deus an AOTROU: Dre ma tosta ar bobl-mañ ouzhin gant o genoù, dre ma enor ac'hanon gant o muzelloù, met diouzhin e pellaont o c'halon, ha dre ma'z eo kelennet o doujañs ouzhin dre c'hourc'hemennoù tud,


Selaouit, ti Jakob, c'hwi hag a zo galvet dre anv Israel, hag a zo deuet eus mammenn Juda, c'hwi hag a dou dre anv an AOTROU, hag a veul Doue Israel, met n'eo ket hervez ar wirionez hag ar reizhder.


Koulskoude ar roue Sedesia a gasas Jukal mab Shelemia ha Sofonia mab Maaseja an aberzhour da gavout Jeremiaz ar profed ha da lavarout dezhañ: Erbed evidomp e-kichen an AOTROU hon Doue.


Johanan mab Kareak, hag holl bennoù an dud a vrezel a oa war ar maez, a zeuas da gavout Gedalia e Mizpa,


Neuze e teujont da gavout Gedalia e Mizpa: Ismael mab Netania, Johanan ha Jonatan mibien Kareak, Seraja mab Tanumed, mibien Efai an Netofatad, Jezania mab ur Maakatian, int hag o zud.


Met Johanan mab Kareak, hag holl bennoù ar strolladoù a oa gantañ, a glevas an holl zroug en doa graet Ismael mab Netania,


Johanan mab Kareak ha pennoù ar strolladoù a oa gantañ a gemeras an nemorant eus ar bobl o doa lamet digant daouarn Ismael mab Netania, an dud tapet gantañ e Mizpa goude bezañ lazhet Gedalia mab Ahikam, an dud a vrezel, ar maouezed, ar vugale hag ar spazhidi; hag int a zegasas anezho en-dro eus Gabaon.


en abeg d'ar Galdeiz. Aon o doa dirazo, peogwir en doa Ismael mab Netania lazhet Gedalia mab Ahikam, lakaet da c'houarnour war ar vro gant roue Babilon.


Rak en em douellet hoc'h eus hoc'h-unan pa hoc'h eus va c'haset etrezek an AOTROU ho Toue o lavarout: Ped evidomp an AOTROU hon Doue, ha disklêr deomp kement a lavaro an AOTROU hon Doue, hag e raimp kement-se.


Hag e c'halvas Johanan mab Kareak hag holl bennoù ar strolladoù a oa gantañ, hag an holl bobl, adalek ar bihanañ betek ar brasañ.


Azaria mab Hoshea ha Johanan mab Kareak, hag an holl dud lorc'hus, a lavaras da Jeremiaz: Lavarout a rez gevier, an AOTROU hon Doue n'en deus ket kaset ac'hanout evit lavarout: N'it ket d'an Ejipt da chom eno.


Kemer a rin nemorant Juda, ar re o deus troet o dremm evit mont da vro Ejipt hag evit chom eno, hag e vint kaset da get, hag e kouezhint e bro Ejipt dre ar c'hleze ha dre an naonegezh, adalek ar bihanañ betek ar brasañ, e varvint dre ar c'hleze ha dre an naonegezh, hag e vint ur vallozh, ur souezh, ur c'hoapadenn, un dismegañs.


Rak adalek ar bihanañ betek ar brasañ anezho, pep hini en em ro d'ar gounid dizonest, eus ar profed d'an aberzhour, holl e reont gant touell.


Setu perak e roin o gwragez da reoù all hag o farkeier da berc'henned nevez, rak adalek ar bihanañ betek ar brasañ, pep hini en em ro d'ar gounid dizonest, adalek ar profed betek an aberzhour, holl e reont gant touell.


Ar Spered a savas ac'hanon hag a zegasas ac'hanon da zor ar sav-heol eus ti an AOTROU, d'an hini troet etrezek ar sav-heol. Ha setu ouzh toull an nor, e oa pemp den warn-ugent, hag en o zouez e welis Jaazania mab Azur ha Pelatia mab Benaja, pennoù ar bobl.


Hag e teuont da'z kavout a-vostad, va fobl a azez dirazout, hag e selaouont da gomzoù. Met ne reont ket hervezo, o c'hontañ a reont en o genoù, met o c'halon a ya war-lerc'h o gwallc'hoantoù.


Bez' e oa dek den ha tri-ugent a-douez henaourien ti Israel, gant Jaazania mab Shafan en o zouez. Hag en em zalc'hent en o sav dirazo, pep hini un ezañsouer en e zorn, a-belec'h e save ur goabrenn deñval a ezañs.


Ar bobl-mañ a dosta ouzhin gant o genoù, a enor ac’hanon gant o muzelloù, met o c’halon a zo pell diouzhin.


An holl, adalek ar re vihan betek ar re vras, a oa douget dezhañ, o lavarout: Hemañ eo galloud bras Doue.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos