Jeremiaz 41:18 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
18 en abeg d'ar Galdeiz. Aon o doa dirazo, peogwir en doa Ismael mab Netania lazhet Gedalia mab Ahikam, lakaet da c'houarnour war ar vro gant roue Babilon.
D'ar seizhvet miz, Ismael mab Netania mab Elishama, a lignez roueel, ha dek den gantañ, a zeuas hag a skoas d'ar marv war C'hedalia, hag e lazhjont ivez ar Yuzevien hag ar Galdeiz a oa gantañ e Mizpa.
Piv ac'h eus aon razañ, gant piv e spontez, evit bezañ lavaret gevier ha tremenet hep kaout soñj ac'hanon? Ha tevel a raen abaoe pell 'zo, n'eo ket gwir? Ha ne zoujes ken ac'hanon.
Hag evel na zistroe ket c'hoazh, e lavaras dezhañ: Distro da gavout Gedalia mab Ahikam mab Shafan, en deus roue Babilon lakaet war gêrioù Juda, ha chom gantañ e-touez ar bobl, pe d'al lec'h ma kavo dit e vo reizh mont. Ha penn ar warded a roas dezhañ boued ha profoù hag en lezas mont.
N'ho pet ket aon rak roue Babilon, ma hoc'h eus aon dirazañ, n'ho pet ket aon razañ, eme an AOTROU, rak me a zo ganeoc'h evit ho saveteiñ hag ho tieubiñ eus e zorn,
ar c'hleze, ma hoc'h eus aon razañ, a dapo ac'hanoc'h eno e bro Ejipt, an naonegezh, ma'z oc'h nec'het ganti, a stago ouzhoc'h eno e bro Ejipt, hag e varvot eno.