Lavarout a rejont: Deuomp, savomp deomp ur gêr hag un tour a vo e benn en neñvoù, ha brudomp hon anv gant aon na vefemp stlabezet war-c'horre an douar holl.
Neuze Jakob a lavaras da Simeon ha da Levi: Trubuilhet hoc'h eus ac'hanon, o vezañ ma'm lakait e brud fall e-touez tud ar vro, e-touez ar Gananeiz hag ar Ferezianed. Ne'm eus nemet un niver bihan a dud, en em vodañ a raint a-enep din hag e skoint ac'hanon hag e vin distrujet, me ha va zi.
Hag e lavarjont din: Ar restad o vezañ achapet eus an harlu a zo aze er proviñs, en ur reuzeudigezh bras hag en dismegañs; mogerioù Jeruzalem a zo diskaret hag he dorojoù a zo bet devet dre an tan.
Met menel a raio eno un nebeud blokadoù bihan, evel pa hejer ur wezenn-olivez: chom a ra div pe deir olivenn e beg ar skourr uhelañ, ha peder pe bemp war ar brankoù ampletus, eme an AOTROU Doue Israel.
Neuze e tezougin ac'hanoc'h eus ar vro-mañ d'ur vro n'hoc'h eus ket anavezet, na c'hwi nag ho tadoù, hag eno e servijot doueoù all, deiz ha noz, rak ne rin ket trugarez deoc'h.
Setu perak, lavar dezho: Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Petra bennak ma o dalc'han pell e-touez ar broadoù, petra bennak ma em eus o stlabezet e meur a vro, koulskoude e vin evito ur santual bihan er broioù ma'z int aet enno,
Eno emañ Meshek, Tubal hag o holl engroez, hag o bezioù a zo en-dro dezho. Lazhet eo bet dre ar c'hleze an holl ziamdroc'hidi-se, int hag a skuilhe ar spont war zouar ar re vev.
Dit-te, Aotrou, eo ar reizhder, ha deomp-ni eo ar vezh war hon dremm, evel hiziv da dud Juda, d'annezidi Jeruzalem ha da holl Israel, d'ar re a zo tost ha d'ar re a zo pell, en holl vroioù ma ec'h eus o c'haset e-barzh, en abeg d'ar gwalloù o deus graet ez keñver.
O c'haset em eus kuit dre ar gorventenn etrezek an holl vroadoù n'anavezent ket, ha war o lerc'h eo bet gwastet ar vro, hep tremeniri ken, hag ar vro a zudi-se a zo deuet da vezañ ur glac'har.
An AOTROU a raio dit kerzhout, gant da roue az po lakaet warnout, etrezek ur bobl na'z po ket anavezet, na te na da dadoù, hag e serviji eno doueoù all, koad ha maen.
neuze an AOTROU da Zoue a zegaso da re zalc'het en-dro hag en devo truez ouzhit, hag e tastumo ac'hanout a-nevez diouzh an holl bobloù en devo da stlabezet en o zouez.