Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




1 Samuel 12:19 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

19 Hag an holl bobl a lavaras da Samuel: Ped an AOTROU da Zoue evit da servijerien, evit na varvimp ket. Rak ouzhpennet hon eus d'hon holl bec'hedoù ar fallagriezh da vezañ goulennet ur roue evidomp.

Ver Capítulo Copiar




1 Samuel 12:19
24 Referencias Cruzadas  

Met bremañ rent e wreg d'an den-se, rak ur profed eo; pediñ a raio evidout hag e vevi. Met ma ne rentez ket anezhi, gouez penaos e varvi a-dra-sur, te ha kement a zo dit.


Pe evit kastizañ, pe evit lakaat an douar frouezhus, pe evit bezañ trugarezus, o laka da zont.


Ha bremañ kemerit ganeoc'h seizh kole ha seizh tourz, hag it da gavout va servijer Job, ha kinnigit ul loskaberzh evidoc'h hoc'h-unan. Ra bedo va servijer Job evidoc'h. Rak ne rin van nemet outañ, evit na rin ket deoc'h hervez ho follentez, rak n'hoch eus ket komzet diwarnon en un doare reizh, evel va servijer Job.


Met bremañ, pardon va fec'hed, me az ped, evit ar wech-mañ hepken, ha pedit an AOTROU ho Toue, evit ma pellaio diouzhin ar marv-mañ hepken.


An deiz war-lerc'h Moizez a lavaras d'ar bobl: Ur pec'hed bras hoc'h eus graet, met bremañ ez an da bignat da gavout an AOTROU . Marteze em bo ar pardon d'ho pec'hed.


Pedit an AOTROU , ha ma ne vo ken na kurunadoù na grizilh; me ho lezo da vont ha c'hwi ne chomot ket pelloc'h.


AOTROU, en o estrenvan ez ejont da'z kavout, stlabezet o deus o c'hlemmoù pa'z eo bet da gastiz warno.


Hag an AOTROU a lavaras din: Pa en em zalc'hfe Moizez ha Samuel dirazon, va ene ne vefe ket douget etrezek ar bobl-mañ. Kas anezho kuit a-zirak va dremm, ma'z aint kuit.


Mard int profeded ha mard emañ komz an AOTROU ganto, ra erbedint e-kichen AOTROU an armeoù, evit ma chomo an traoù a van e ti an AOTROU, e ti roue Juda hag e Jeruzalem, ha ma ned aint ket da Vabilon.


Koulskoude ar roue Sedesia a gasas Jukal mab Shelemia ha Sofonia mab Maaseja an aberzhour da gavout Jeremiaz ar profed ha da lavarout dezhañ: Erbed evidomp e-kichen an AOTROU hon Doue.


hag a lavaras d'ar profed Jeremiaz: Degemer mat hon aspedenn, ha ped an AOTROU da Zoue evidomp, evit an nemorant a zo chomet amañ! Rak eus kalz, omp chomet nebeut, evel ma wel da zaoulagad.


Bremañ pedit eta dirak dremm Doue, evit m'en devo truez ouzhimp! Kement-se o tont eus ho taouarn, hag-eñ e tegemeri mat ac'hanoc'h? eme AOTROU an armeoù.


Ar bobl a zeuas da gavout Moizez hag a lavaras: Pec'het hon eus rak komzet hon eus a-enep an AOTROU hag a-enep dit. Ped an AOTROU ma pellaio diouzhomp an naered.


Simon a respontas: Pedit c’hwi an Aotrou evidon, evit na c’hoarvezo netra din eus ar pezh hoc’h eus lavaret.


Pedenn ar feiz a saveteo ar c’hlañvour hag an Aotrou en adsavo, ha mar en deus graet pec’hedoù, e vint pardonet dezhañ.


Mar gwel unan bennak e vreur o pec’hiñ eus ur pec’hed na gas ket d’ar marv, ra bedo, hag e roio ar vuhez d’ar re na reont ket ur pec’hed a gas d’ar marv. Bez’ ez eus ur pec’hed a gas d’ar marv, ne lavaran ket pediñ evit ar pec’hed-se.


Bremañ eta setu ar roue hoc'h eus dibabet hag hoc'h eus goulennet. Ha setu, an AOTROU en deus lakaet ur roue warnoc'h.


Ha n'eo ket hiziv eost an ed? Me a grio d'an AOTROU , hag e kaso kurun ha glav, evit ma ouiot ha ma welot pegen bras eo dirak daoulagad an AOTROU an droug hoc'h eus graet o c'houlenn ur roue evidoc'h.


Samuel a lavaras d'ar bobl: N'ho pet ket aon, graet hoc'h eus an holl droug-se, koulskoude na zistroit ket diouzh an AOTROU , met servijit an AOTROU a holl galon.


Evidon-me, pell diouzhin a bec'hiñ a-enep an AOTROU hag a baouez da bediñ evidoc'h. Met kelenn a rin deoc'h an hent mat hag eeun.


Samuel a lavaras: Dastumit holl Israel e Mizpa, hag e pedin an AOTROU evidoc'h.


Mibien Israel a lavaras da Samuel: Na baouez ket da grial evidomp etrezek an AOTROU hon Doue, evit ma tieubo ac'hanomp eus dorn ar Filistined.


Displijout a reas da Samuel ar ger-mañ: Laka warnomp ur roue evit hor barn. Ha Samuel a bedas an AOTROU .


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos