1 Samuel 12:20 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
20 Samuel a lavaras d'ar bobl: N'ho pet ket aon, graet hoc'h eus an holl droug-se, koulskoude na zistroit ket diouzh an AOTROU , met servijit an AOTROU a holl galon.
Ha te, Salomon va mab, anavez Doue da dad, servij-eñ gant ur galon eeun hag un ene youlus, rak an AOTROU a furch an holl galonoù hag a anavez pep mennad eus ar soñjoù. Mar klaskez anezhañ, e vo kavet ganit, met mar dilez anezhañ, ez taolo kuit da viken.
An deiz war-lerc'h Moizez a lavaras d'ar bobl: Ur pec'hed bras hoc'h eus graet, met bremañ ez an da bignat da gavout an AOTROU . Marteze em bo ar pardon d'ho pec'hed.
Lavaret eo: Mar kas un den e wreg kuit, hag o vezañ aet digantañ, ma teu houmañ da vezañ d'ur gwaz all, hag e tistroio c'hoazh d'he c'havout? Ha ne vefe ket e gwirionez saotret ar vro? Ha te ac'h eus gastaouet gant meur a amourouz; koulskoude, distro ouzhin, eme an AOTROU.
Bremañ eta, Israel, petra a c'houlenn diganit an AOTROU da Zoue, nemet doujañ an AOTROU da Zoue, kerzhout en e holl hentoù, karout anezhañ, servijañ an AOTROU da Zoue eus da holl galon hag eus da holl ene,
Rak gouzout a ran penaos, goude va marv, en em vreinot hag e tistroiot diouzh an hent am eus gourc'hemennet deoc'h; hag e c'houzañvot poanioù en deizioù da zont, pa ho po graet ar pezh a zo fall dirak daoulagad an AOTROU, o fuloriñ anezhañ dre oberennoù ho taouarn.
Hag an holl bobl a lavaras da Samuel: Ped an AOTROU da Zoue evit da servijerien, evit na varvimp ket. Rak ouzhpennet hon eus d'hon holl bec'hedoù ar fallagriezh da vezañ goulennet ur roue evidomp.